Bernard van Orley
Bernard van Orley (hag ivez Barend van Orley, Bernaert van Orley pe c'hoazh Barend van Brussel) (1491-1492 e Brusel - 6 a viz Genver 1542 e Brusel) a oa ul livour hag un tresour pallennoù-moger ha gwer-livet eus mare an Azginivelezh. Unan eus al livourien eus Norzheuropa a labouras da vare an tremen eus an arz gotek da arz an Azginivelezh e voe.
Ur pennad diwar e benn a zo el levr Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bernard van Orley a voe ganet en ur familh a Luxemburg, ha diskennidi eus aotrouien van Ourle (pe 'van Orley). Ar familh a zilojas da zukelezh Brabant hag e Brusel e voe ganet e dad, Valentin van Orley (pe Valentyn van Orley), tro 1466. Met dre ma oa ganet evel ul laeradenn, e voe kollet an titloù a noblañs a oa gant e dad.
Bernard hag e vreur Everard (hag a voe livour ivez) a voe ganet e Brusel.
Desavet e voe gant e dad, Valentyn van Orley e anv. Ne labouras ket en Italia, met levezonet e voe gant oberennoù Raffaello.
E 1512 e timezas Bernard van Orley gant Agnes Seghers.
E 1518 e voe anvet da livour lez gouarnerez Margarete Aostria e Brusel.
E 1539 e timezas gant Catherina Helluick.
En holl en doe c'hwec'h bugel, ha pevar anezho a zeuas da vezañ livourien.
Gwezenn-familh van Orley
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bernard van Orley a oa ezel ur familh vras a livourien :
1) Valentin van Orley (1466-1532) en doe ar vugale da heul : Philipp van Orley (tro 1491-1566) (treser kartoñsoù pallennoù-moger); Bernard van Orley (1492?-1542?), livour ha tresour pallennoù-moger ; Everard van Orley (bet ganet goude 1491), livour ; Gomar van Orley, livour (oberiant e-tro 1533).
2) Bernard van Orley en doe bugale ivez, daou anezho a zeuas da vezañ arzourien : Michael van Orley; Hieronymus I van Orley, livour (oberiant tro 1567-1602); Giles van Orley, livour (tro 1535-1553)
3) Giles van Orley (tro 1535-1553) a voe tad da Hieronymus II van Orley (livour ha kinklour)
4) Hieronymus II van Orley a voe tad da Hieronymus III van Orley, livour poltredour, kinklour hag engraver (diell e 1652); Pieter van Orley (1638, marv goude 1708), livour mignadurioù ha gweledvaoù ; François van Orley, livour taolennoù istorel; Richard I van Orley
5) Pieter van Orley (1638-1708) a voe tad da Richard II van Orley (1663-1732), livour hag engraver ; Jan van Orley (1665-1735), livour hag engraver.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- taolenn livet e Brusel e-tro 1520 (hervez skipailh Mirdi arzoù-kaer Antwerpen), diwar c'houlenn « Kambr ar re baour », he fal sikour ar re gant diaesterioù ( Skouer)
- 1543 : poltred Jehan Carondelet, prezidant kuzul iliz Brusel ha kanseller Flandrez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wauters, Bernard van Orley, sa famille et ses œuvres, Brusel, 1881