Beg ar Gouin
Beg ar Gouin zo ur beg-douar e Gourenez Kraozon, e kumun Kameled. Emañ er c'hornôg da Vae Kameled. A-gozh ez eus difennoù eno da ziwall porzh Kameled diouzh argadennoù diavaez. Diforc'hañ a reer ar Gouin Vras hag ar Gouin Vihan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1693 e voe savet meur a greñvlec’h, war urzh Vauban, tro-dro da Vae Kameled, da zifenn ar porzh-se diouzh argadennoù gant Saozon pe Izelvroiz, enebourien da Loeiz XIV. Ganto e oa difennet mulgul Brest ivez.
En XIXvet kantved e voent kempennet hag adarmet.
Da vare an Eil Brezel-bed e voe savet kreñvlec’hioù all gant an alouberien alaman, etre 1942 ha 1943. Gallout a rae ar c’hanolioù staliet eno tennañ betek 22 km hed. An difennoù gwellañ e oant e-touez ar re a oa e gourenez Kraozon. E 1944 e voe peurzistrujet kanolioù ar Gouin Vras.