Bann Naoned
Neuz
Bann Naoned a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant al Liger-Izelañ e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 ha lakaet Naoned en e benn [1]. Setu amañ roll an nav c'hanton a yae d'ober Bann Naoned:
- Kanton Bouez[2],
- Kanton Chantenay[3],
- Kanton Chapel-Erzh[4],
- Kanton Enorzh[5],
- Kanton Kervegon[6],
- Kanton Koeron[7],
- Kanton Naoned[8],
- Kanton Sant-Sebastian[9]
- Kanton Tarvieg[10].
Lez-varn ar bann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dilennet e voe barnourion hag advarnourion e 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe[11].
Dilamet ar bannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[12].
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bouez
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Chantenay
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Chapel-Erzh
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Enorzh
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kervegon
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Koeron
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Naoned
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Sebastian-an-Enk
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Tarvieg
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187