BAR M1918
Ar pennad-mañ zo diwar-benn ar fuzuilh-vindrailher BAR. Evit an arm-chase, gwelet BAR (karabinenn).
Browning Automatic Rifle Model 1918 | |
---|---|
Ur fuzuilh-vindrailher BAR M1918A2, ar stumm implijet da vare an Eil Brezel-bed. | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Fuzuilh ha fuzuilh-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | .30-06 Springfield (stumm orin) |
Produer | Colt's Patent Firearms Manufacturing Company, Winchester Repeating Arms Company, Marlin-Rockwell Corporation, New England Small Arms Company, Royal McBee Typewriter Company, IBM, Carl Gustafs Stads Gevärsfaktori, Państwowa Fabryka Karabinów, FN Herstal |
Mare implij | 1918 – 1973 (en arme amerikan) |
Pouez ha muzulioù
(stumm M1918) | |
Mas (hep kartouchenn) | 7,26 kg |
Hirder | 1.194 mm |
Hirder ar c'hanol | 610 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 550 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 853 m/s |
Lusk-tennañ | 550 t/mn |
Endalc'h | Karger 20 kartouchenn |
Ar BAR M1918, pe Browning Automatic Rifle Model 1918, zo ur fuzuilh-vindrailher aotomatek stadunanat ijinet e 1916 ha 1917 gant John M. Browning evit ezhommoù an US Army. Implijet eo bet gant ar soudarded amerikan ha gant broioù all betek ar bloavezhioù 1950[1].
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1910 e laboure John Browning war an arm a oa o vont da vezañ ar BAR M1918. Nebeud a interest a oa bet diskouezet gant an arme amerikan betek ar Brezel-bed Kentañ[2]. E miz Ebrel 1917 e tisklêrias ar vro ar brezel d'an Impalaeriezh Alaman. Da gentañ e voe pourveziet ar soudarded amerikan gant fuzuilhoù-mindrailher gall Chauchat, met divizet e voe reiñ dezhe armoù savet er Stadoù-Unanet tamm-ha-tamm. Ar BAR a voe dibabet er memes bloavezh.
Implijet e voe da gentañ evel ur fuzuilh aotomatek, met he fouez uhel (ouzhpenn seizh kilo) a lakae anezhi da vezañ diaes da zougen ha da implijout e-pad pell. Adalek 1924 e voe ouzhpennet un daoubez da adstummoù ar BAR hag e teuas da vezañ ur fuzuilh-vindrailher[1]. Implijet e voe gant an arme stadunanat betek brezel Korea er bloavezhioù 1950. Gant fuzuilhoù BAR e voe pourveziet nerzhioù ar Su e-pad Brezel Viêt Nam.
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- BAR M1918 : stumm kentañ, implijet gant an American Expeditionnary Forces e 1918 en Europa ;
- BAR M1922 : stumm implijet etre 1924 ha 1940, dezhañ un daoubez ha kemmoù all ;
- BAR M1918A1 : kempenn ar stumm M1918 evit degemer nevesadennoù evel an daoubez ;
- BAR M1918A2 : stumm produet ar muiañ en istor. An embregerezh IBM hag ar bodad embregerezhioù New England Small Arms Company a broduas anezhañ etre 1940 ha 1945 hag implijet e voe e-leizh da vare an Eil Brezel-bed. Pep kevrenn emgann amerikan (12 soudard) a oa pourveziet gant ur BAR e fin ar brezel.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar BAR M1918 a c'haller gwelet pe implijout e meur a c'hoari video, en o zouez reoù ar rummadoù Call of Duty, Medal of Honor pe Battlefield.