Aran Fawddwy
Neuz
Aran Fawddwy zo ur menez e Mawddwy, un vroig kozh e Gwynedd, e hanternoz Kembre, e kreisteiz Park Eryri. 905 metrad uhelder zo dezhañ ha gant se eo an eil menez uhelañ e Kembre, war-lerc'h Yr Wyddfa.
Ar menez uhelañ bepred eo eus al livennad a ya eus biojoù Llanuwchllyn war-du ar mervent betek Dolgellau, enni Aran Benllyn ivez, izeloc'hik, hag alese war-du ar c'hornôg, gant Cadair Idris, ha Bwlch Oerddrws an ode etre an div rann eus ar chadennad.
Kêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tostañ kêriadennoù dezhañ eo Dinas Mawddwy er c'hreisteiz, Llanymawddwy er gevred, Rhydymain er c'hornôg ha Llanuwchllyn en hanternoz.