António Guterres
Neuz
António Manuel de Oliveira Guterres ganet d'an 30 a viz Ebrel 1949 a zo ur politikour, un diplomat a orin eus Portugal. Etre 1995 ha 2002 e voe Kentañ ministr Portugal e-penn ar strollad sokialour. Bez e voe ivez Prezidant ar sokialouriezh etrebroadel etre 1999 ha 2005. Bet eo bet Komiser meur evit ar repuidi evit Aozadur ar Broadoù Unanet eus Miz Even 2005 betek miz Kerzu 2015. D'ar c'hentañ a viz Genver 2017 ez eo deuet da vezañ sekretour-meur an ABU goude Ban Ki-moon.