Mont d’an endalc’had

Aman

Eus Wikipedia
Ar stêr Aman, e-kichen Rhydaman

Ur stêr e Sir Gaerfyrddin, e mervent Kembre eo an Aman (River Amman e saozneg). Ur stêr all zo dezhi ar memes anv.

Adstêr eo d'ar Llwchwr. Eieniñ a ra er Mynydd Du. Redek a ra dre Dyffryn Aman, ar saonenn, da gejañ gant al Llwchwr e-kichen Pantyffynnon.

Diwar hec'h anv eo anvet Rhydaman ha Pontaman, Glanaman, Brynaman ha Rhosaman. War he lezioù emañ Garnant ha Betws ivez.