Mont d’an endalc’had

Alpoù Japan

Eus Wikipedia
Ar menezioù Hida
Alpoù Japan, en enezenn Honshu

Alpoù Japan (日本アルプス, Nihon Arupusu) zo un aradennad venezioù e Japan, e-kreiz enezenn Honshu. Teir lodenn zo : menezioù Hida (飞騨山脉), menezioù Kiso (木曽山脉) ha menezioù Akaishi (赤石山脉). Lod eus ar c'hernioù a dap ouzhpenn 3 000 m uhelder.

Graet e voe gant an anv Alpoù Japan, evit ar wech kentañ, gant ar Saoz William Gowland (1842-1922), ha brudet e voe an anv-se gant ur Saoz all, ar misioner Walter Weston (1861–1940), hag a astennas an anvadur ha ne oa bet roet nemet d'ar menezioù Hida gant Gowland.

Emañ ar menezioù uhelañ eus Japan, goude ar menez Fuji, en Alpoù Japan ; ar c'hernioù uhelañ eo Hotaka-dake (3 190 m) ha Kita-dake (3 193 m). Ar menez Ontake (3 067 m), e rannvro Nagano, zo ur menez-tan hag ul lec'h ma'z eer da birc'hirinañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.