Mont d’an endalc’had

Albine de Montholon

Eus Wikipedia
Poltredet gant William Adolphe Bouguereau

Albine de Montholon (Pariz, 18 a viz Kerzu 1779 - Montpelhièr, 25 a viz Meurzh 1848) a oa ur C'hallez a wad uhel, serc'h da Napoleone Buonaparte, bet impalaer, en amzer ma voe kaset en harlu da Saint Helena.

Ganet e oa Albine Hélène de Vassal e Pariz, en un tiegezh a noblañs izel, a orin eus Montpelhièr, kar da Jean-Jacques-Régis de Cambacérès.

D'an 19 a viz C'hwevrer 1797, da 17 vloaz, e voe dimezet d'ar baron Louis Pierre Édouard Bignon ; dibriediñ a rejont e 1799.

D'an 18 a viz Eost 1800, da 20 vloaz, ec'h addimezas d'un arc'hantour suis eus Geneva, ar baron Daniel Roger, a voe maer Gagny ; e 1803 o doe ur mab, Édouard, kont Roger du Nord, a voe mignon d'ar politikour gall Adolphe Thiers.

E 1808 e reas Alibine de Vassal anaoudegezh gant ar jeneral Charles-Tristan de Montholon, hag int e karantez an eil gant egile. Kuitaat a reas ti he fried da vont da chom gant Montholon. Tri mab o doe :

Gant he fried ez eas Albine de Montholon da chom da Saint Helena e-kerzh bloavezhioù harlu Napoleone Buonaparte ; holl edont o chom e Longwood House. Genel a reas ur verc'h, Napoléone Marie Hélène Charlotte de Montholon-Sémonville (1816-1907), met biskoazh ne voe anzavet gant an ez-impalaer.

E kev-iliz ar Benitiourien C'hlas e Montpelhièr emañ he bez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Albine de Montholon. Souvenirs de lord Elderle. Paris : Imprimerie de François Didot, 1826 • En-linenn