Mont d’an endalc’had

Alain-Fournier

Eus Wikipedia
Alain-Fournier e 1913

Henri-Alban Fournier, anavezetoc'h dre e anv-pluenn Alain-Fournier, a oa bet ganet d'an 3 a viz Here 1886 e La Chapelle-d'Angillon (Cher).

Ur skrivagner gall e oa, aet da Anaon e Saint-Rémy-la-Calonne (Meuse) e kentañ sizhunioù (22 a viz Gwengolo 1914) ar Brezel-bed kentañ, dek mizvezh goude ma voe embannet e romant nemetañ, Le Grand Meaulnes e anv. Da gentañ, dre na oa keloù anezhañ ken e oa bet disklêriet « Marv evit Bro-C'hall » e 1920[1]. Adkavet e gorf en ur digoadenn eus koad Saint-Rémy e oa bet anavezet da vat d'an 2 a viz Mae 1991.

Troet eo bet e romant Le Grand Meaulnes gant Yann-Ber Thomin.

Notennoù ha dave

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]