Airbus A380
Neuz
Airbus A380 a zo un nijerez gant pevar dazloc'her graet evit hir veajoù. Daou zoare anezhañ a c'haller kavout: an A380-800 evit treuzdougen etre 555 ha 845 beajour hervez an aozañ diabarzh, hag an A370-F evit ar fred hag a c'hall kas betek 150 tonennad fred gantañ. An trede nijerez vrasañ eus ar bed eo, hag an hini vrasañ e-touez ar re n'int ket empennet evit an arme. An nijerez dre zazloc'h kentañ eo ivez gant daou bont hed-ha-hed he c'horf.
Savet eo bet gant ar c'hevredad Airbus. An tammoù anezhañ a vez savet en Alamagn, Spagn, Frañs hag er Rouantelezh-Unanet. Kenstrollet e vezont e Toloza.
Gallout a ra mont en un tenn betek 15 000 km (kement hag adalek Chicago betek Sydney), gant un tizh a Mach 0.85 (1,050 km/h).