Aiakos
Neuz
Aiakos (Αἴακος / Aiakos e gregach), a oa mab da Zeus ha d'an nimfenn Aigina e mojennoù Hellaz kozh.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret gant Zeus tres un erer e kasas e zousig Aigina da enez Oinone, anvet Aigina abaoe. Eno e voe dilezet ganti he mab Aiakos kenkent ha gwilioudet.
Roue ar Virmidoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe deuet bras ar paotr e kavas hir e amzer e-unan war e enez didud, ma c'houlennas digant e dad tudañ anezhi. ha Zeus da dreiñ e tud ar merien a veve ouzh kef un dervenn sakr. Evel-se e voe krouet pobl ar Virmidoned (diwar myrmex, « merienenn » e gregach), hag Aiakos o roue.
Gwragez ha mibien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a eure da Endeis ha daou vab o doe : Peleüs, a voe tad Akilles, ha Telamon, a voe tad Aias Telamonios.
Gant an nereidenn Psamathe ec'h engehentas Fokos.
"Aiakided" a vez graet eus e ziskennidi.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Aiakos