Agnieszka Babenberg
Neuz
Agnes von Babenberg en alamaneg, Agnieszka Babenberg e poloneg (war-dro 1111-1157), anavezet ivez evel Agnes Aostria, a oa ur briñsez alaman, merc'h da Leopold III Aostria, markgrav Aostria eus 1095 da 1136, ha d'e eil pried Agnes Alamagn, merc'h da Herri IV an Impalaeriezh Santel.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1125 e voe dimezet da Ladislas II, dug Pologn. Pevar bugel he doe:
- Boleslas Iañ (1127-1201),
- Mieszko IV (war-dro 1130-1211),
- Konrad Iañ Głogów,
- Rycheza (Ryksa), pried da Alfonso VII León, roue Kastilha
- Albert (Albrecht) (war-dro 1156-war-dro 1178).