Mont d’an endalc’had

Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh

Emañ aerborzh etrebroadel Brest-Breizh (kod AITA : BES ; kod OACI : LFRB) war gumun Gwipavaz e Biz Brest. E 2013 e voe 1 003 086 a veajourien o tremen drezañ[1]. Perc'hennet eo gant Rannvro Breizh ha meret gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Brest.

Kammedoù kentañ an nijerezh e Brest

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abred e krogas Istor an nijerezh e Brest. E kreiz an XIXvet kantved e reas ar vreudeur Le Temple arnodoù evit lakaat ur ardivink da nijal, tra ma reas heñvel Jean-Marie Le Bris war-dro 1856 ha 1860 e Douarnenez hag e Plonevez-Porzhe.
Hemañ a reas arnodoù e Brest war Boligon ar Morlu war-dro 1867.
E 1913 e nijas Saint-Pol-Roux gant e nijerez a-us da lenn-vor Vrest. E 1914 e tibradas ar c'homandant Maurice Challe eus Brest evit mont da bradañ e Pariz ha distreiñ da Vrest e-bourzh un nijerez Farman.


Gwelout ar reked kriz hag an daveoù war Wikidata.


Nijva stadunanat e 1917

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1917 e savas al Lu stadunanat daou sanailh evit goudoriñ aerlistri war blateiz Lanruz e Gwipavaz. Implij a raent ledennad dour Lanninon evit o nijerezioù-neuñv.

Nijva evit an nijerezioù bihan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1930 e roas ar gouarnamant gall un aotre da implij an nijva evit nijerezioù bihan.

Aerborzh Brest-Gwipavaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1937 e oe krouet aerborzh Brest-Gwipavaz dindan meradur da gortoz Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Brest.

Nijva brezel evit an Alamaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur strollad nijerezioù chaseal a voe staliet gant an aerlu alaman. E 1945 e oe distrujet an dachenn-dibradañ.

Aerborzh bihan evit ar varc'hadourezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel, n'eus ket mui a linennoù evit ar veajourien. Un nebeud marc'hadourezhioù gounezerezhel a zo kaset da Vreizh-Veur.

Aerlinenn war-du Enez-Eusa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1995 eo voe roet lañs d'ul linenn evit kas tud ha marc'hadourezh da Enez-Eusa gant ar Compagnie bretonne aéronautique.

Aerlinenn veaj da Bariz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1961 e oe digoret ul aerlinenn veaj etre Brest ha Pariz gant Air Inter.

Labourioù evit gwellaat hag astenn an aerborzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Savadur an tour-kontrolliñ kentañ
  • 1986 - Aerogar nevez
  • 1992 - Hiraet eo bet an dachenn-dibradañ da 3 100 m
  • 1993 - Parklec'h evit ar fret
  • 1998 - Astenn an aerogar
  • 2000 Tour-kontrolliñ nevez
  • Diwezh 2007 - Digoradur an aerogar nevez (20 000 m², gorread lieskementet 4 gwech)
  • 2 leurenn bradañ ha dibradañ, 3 100 m hed
  • Aergar gant 2 dreuzell
  • Wifi digoust
  • Letioù
  • Stalioù-kenwerzh

12 termen-beaj war-eeun er C'hwec'hkorn hag en DOM-TOM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pariz Orly (pemdeziek)
  • Pariz Roissy (pemdeziek)
  • Enez-Eusa (pemdeziek)
  • Bourdel (pemdeziek)
  • Naoned
  • Lyon
  • Marsilha
  • Aiacciu
  • Nisa
  • Toulon
  • Toloza
  • Pointe-à-Pitre

24 zermen-beaj da vaez-bro war-eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Southampton
  • Londrez Luton
  • Exeter
  • Birmingham
  • Manchester
  • Budapest
  • Praha
  • Palermo
  • Aten
  • Pula
  • Split
  • Dubrovnik
  • Eivissa
  • Palma-de-Mallorca
  • Moskva
  • Sankt-Peterbourg
  • Varna
  • Agadir
  • Marrakech
  • Djerba
  • Monastir
  • Antalya
  • Dakar
  • Teneriffe