Mont d’an endalc’had

Ada Karia

Eus Wikipedia

Ada Karia ( Ἄδα, Áda, e gregach) , c'hoar da Mausolos hag Artemisia II, pried d'he breur Idrieus, a oa satrapez Karia e 344 kent JK.

Merc'h e oa da Hekatomnos (Ἑκάτoμνως e gregach). Dimeziñ a reas d'he breur Idrieus ha ren a reas en e lec'h pa varvas e 344. E 340 avat e voe distroadet gant he breur yaouankoc'h Pixodaros, sikouret gant ar goprsoudard Mentor Rodos, ha ne chome ganti nemet Alinda, he c'hreñvlec'h .

Mervel a reas Pixodaros e 335, ha roet e voe Karia d'e vab-kaer pers Orontobates gant roue Pers. E 334 e tegouezhas Alesant Veur er vro ha mont a reas da gaout Aria en he c'hreñvlec'h en Alinda, ma talc'he penn ouzh Orontobates. Advabiñ a reas Alesant ha lakaat anezhañ da hêr dezhi.