Mont d’an endalc’had

Kof

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Abdomen)
Kof ur paotr

Ar c'hof, pe an tor, zo ul lodenn eus korf ar mellkeineged, etre ar brusk hag al lestr. Kavenn ar c'hof a vez graet eus an egorenn enklozet ennañ. Lodenn diwezhañ ar c'horf eo e lod divellkeineged, evel an amprevaned.

Dispartiet eo kof an den diouzh ar brusk gant ar gelc'hspeurenn. Ennañ emañ an darn vrasañ eus organoù ar benvegad koazhañ : ar stomog, ar vouzellenn voan hag ar bouzellenn dev. An avu, al lounezhi, ar felc'h hag an ilgreiz zo er c'hof ivez.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kof er
wikeriadur, ar geriadur frank.