6
Neuz
Bloavezhioù: 3 - 4 - 5 - 6 - 7 - 8 - 9 | |
Dekvedoù: -20 -10 - Bloavezhioù 0 - 10 20 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 6 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -6, gwelet ar bajenn : | -6 |
Evit an niver 6, gwelet ar bajenn : | 6 (niver) |
759 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 6 goude ganedigezh J.-K.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skiantoù naturel ha jedoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skiantoù an den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh, gwir ha kevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Impalaer : Aogust (Caius Julius Caesar Octavianus)
- Koñsuled : Marcus Aemilius Lepidus ha Lucius Arruntius yaouank
- Embannet al lezenn lex aerarium militare ma teroer ul leve Stad d'ar vrezelourien gozh, arc'hantaouet gant an dell nevez war an hêrezh (5 %) ha dre kef prevez an Impalaerien.
- Kernez. Lakaat a ra Aogust daougementiñ al lodennoù ed roet d'ar werin.
- Tan-gwall drastus. Krouet eo ar c'hazarnioù.
- Korsika ha Sardigna a zeu da vezañ proviñsoù impalaerel (6-67).
- Pannonia : Deroù un emsavadeg kaset da benn gant Bato war tu a-dreñv lu Tiber (betek 9). Dibab a ra Tiber Karnuntum da savlec'h argadiñ a-enep Maroboduus. En em gannañ a ra al lejion roman Legio XX Valeria a-enep ar Varkomaned. Savet ez eus ur c'hreñvlec'h roman (orin kêr Wiesbaden).
- Anvet eo ar Markoman Maroboduus roue-stag ouzh Roma ha roet eo dezhañ an titl ofisiel a mignon pobl Roma.
- Jude ha Moesia a zeu da vezañ proviñsoù roman. Coponius, prokulator Jude, Samaria hag Edom (6-9). Gwaredet eo Siria gant al lejionoù X Fretensis, III Gallica, VI Ferrata, ha XII Fulminata.
- Aet faezh gant emzalc'h tiranek Herod Archelaos anezhañ tetrak Jude ez a un dileurierezh Yuzevien ha Samaritaned da Roma. Goulenn a ra Aogust digant Archelaos distreiñ da Roma. Digadoriet eo ha kaset da Vienne e Galia. Dont a ra Jude, Samaria hag Edom da vezañ proviñsoù roman. Staget int ouzh Siria ha meret gant ur prefed o chom e Caesarea na ya da Jeruzalem nemet pa vez gouelioù. En e gerzh ez eus ur bagad skoazell evit derc'hel an urzh vat. tutet e vezont e-touez annezidi Plaenenn Sharon ha Samaria. Diskarget eo ar Yuzevien-rik d'ober o c'hoñje e lu Roma.
- Jude : Niveridigezh dindan Publius Sulpicius Quirinius hervez Flavius Jozeb.
- Maghreb : Emsavadeg ar gantreerien getul hag o c'hevredidi e Afrika.
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/ 40)
Arnodenn dre ret evit an danvez kargidi politikel.
- Ru Zi Ying, Impalaer eus an dierniezh Han; deroù marevezh ar Jushe.
Arzoù ha sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lennegezh : Skrivet gant Octavius Augustus roll e oberoù meur da vezañ merket war e vez (ar "Res Gestae Augustae").
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 6 Du - Agrippina ar Yaouankañ, Impalaerez roman (pe 15)
- Jezuz, dre voas bloaziad posupl diwezhañ diouzh niveridigezh Quirinius er bloaz-se
- Nero Caesar, mab Germanicus hag Agrippina an Henañ.
- Kleopatra Selene, merc'h Kleopatra VII Egipt ha Mark Anton, rouanez Numidia.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André BLANC : L' Homme emprisonne le Temps. Les calendriers. Belles Lettres. 1986.