.45-70
.45-70 | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .30-06 Springfield, .45-70 hag .50-90 Sharps | |
Doare | |
Kalibr | .44 |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Bloavezh krouidigezh | 1872 |
Mare implij | Abaoe 1873 |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 11,6 mm |
Ø kolier | 12,2 mm |
Ø korf an douilhez | 12,8 mm |
Ø strad | 15,4 mm |
Tevder ar strad | 1,8 mm |
Hirder an douilhez | 53,5 mm |
Hirder ar gartouchenn | 64,8 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | Stumm orin implijet e arme SUA 405 greunenn (26,24 g) Stummoù implijet e arme SUA e 1887 Fuzuilh : 500 greunenn (32,40 g) Karabinenn : 405 greunenn (26,24 g) Stummoù all 300 greunenn (19,44 g) |
Tizh o vont e-maez V0 | Etre 350 ha 693 m/s |
Energiezh ar vannadell | Etre 1.612 ha 4.676 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar .45-70 Winchester, anvet ivez .45-70 Government, .45 Springfield, pe .45 Trap Door, a zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet er Stadoù-Unanet e 1872. Hec'h anv kentañ e oa .45-70-405, abalamour d'he c'halibr (.45), d'he c'hargad poultr du (70 greunenn) ha da bouez he boled (405 greunenn). Er bloavezhioù 1880 e voe implijet gant arme ar Stadoù-Unanet stummoù .45-70-500 evit ar fuzuilhoù[1], dezhe bannadelloù ponneroc'h, merket R. Ar gartouchenn implijet er c'harabinennoù, merket C, a chomas heñvel pouez he boled. Gellet a rae bezañ e zouilhez e kouevr pe e laton[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arme ar Stadoù-Unanet a implijas ar .45-70 adalek 1873 e fuzuilhoù evel ar Springfield M1873 pe ar Sharps. Kemeret e voe he flas en arme gant ar c'hartouchennoù .30-40 Krag, enne poultr divoged, e 1892. E dibenn an XIXvet kantved e chomas memestra poblek ar .45-70 evit ar chase e Norzhamerika, hag azasaet e voe evit ar poultr divoged ivez. Koll a reas tachenn adalek ar bloavezhioù 1930, met adalek kard diwezhañ an XXvet kantved e voe savet a-nevez armoù kambret e .45-70, pe e vijent kopiennoù armoù kozh evel ar Rolling Block pe ar Winchester 1886, pe armoù nevesoc'h evel ar Marlin 336. Diouzh ar c'hiz eo deuet ar c'halibr en-dro, ha muioc'h a armoù kambret evitañ a gaver hiziv-an-deiz evit er bloavezhioù 1880[1].
Armoù bet kambret e .45-70[2]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh Sharps
- fuzuilh Chaffee Reece
- fuzuilh Springfield Model 1873 hag hec'h adstummoù
- fuzuilh Springfield Model 1884
- mindrailherez Gatling
- mindrailherez Gardner
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP