Mont d’an endalc’had

6,35 mm Browning

Eus Wikipedia
(Adkaset eus .25 ACP)
6,35 mm Browning
Ur gartouchenn 6,35 mm Browning
Doare
Kalibr .25 / 6,35 mm
Doare korf an douilhez Kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 6,35 mm
Ø kolier 6,38 mm
Ø stagell an douilhez 7 mm
Ø korf an douilhez 7 mm
Hirder an douilhez 15,55 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 2 da 3 g
Tizh mont e-maez V0 230 da 270 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 1700 bar
Energiezh ar vannadell 85 da 89 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 x 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant an amerikan John M. Browning evit ar pistolennoù damaotomatek bihan.

Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus evel unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan evel unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vefe skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war he zro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek.

Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22 LR ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel.

Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled amerikan o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell.

E fin an Eil Brezel Bed en deus ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan