Şahin Giray
Neuz
Şahin Giray a oa khan diwezhañ khanat Krimea.
Studiet en doa e Salonik ha Venezia ma voe kannad.
Lakaet e voe war tron Krimea gant ar Rusianed ha klask lakaat cheñchamantoù er c'hanat diwar o skouer. Kas a reas kêrbenn ar vro eus Bahçesaray da Gefe, war an aod.
Goude un emsavadeg a-berzh an Nogayed ha daou eus e vreudeur e rankas tec'hel kuit da Rusia. Goude ma voe distroet d'e vro gant sikour Moskva e voe rediet da reiñ e zilez gant Katelin II ha staget da vat e voe neuze Krimea ouzh Rusia.
En e raok: Devlet IV Giray |
Khan Krimea 1777 – 1782 |
War e lerc'h: Bahadır II Giray |
En e raok: Bahadır II Giray |
Khan Krimea 1782 – 1783 |
War e lerc'h: Den ebet |
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Encyclopaedia of Islam gant H.A.R. Gibb.