Mont d’an endalc’had

École de Barbizon

Eus Wikipedia
Forêt de Fontainebleau, C. Corot (1830)

École de Barbizon a reer ag ul luskad el livouriezh c'hall ma voe arzourion o labourat dindan an amzer e koadeg Fontainebleau e korn-bro Barbizon (Seine-et-Marne) adalek ar blezadoù 1820. E-kerzh al luskad Romantelezh e c'hoarvezas, ha d'ar Realouriezh e kasas.

Kentañ taolenn anavet evel bout bet livet e koadeg Fontainebleau zo unan hag a voe war ziskouez e Saloñs Pariz er blez 1791, Vue prise dans la Forêt de Fontainebleau gant Lazare Bruandet (1755-1804)[1],[2].

Tregont vlez goude e voe Camille Corot (1796-1875) al livour kentañ o vonet ingal d'ar goadeg, adalek 1822[3]. Bet e oa bet dija o livañ e koadeg Chailly-en-Bière, ar gumun ne oa Barbizon nemet ur gêriadenn enni d'ar mare.

E 1824 e voe diskouezet e Pariz oberennoù gant al livour saoz John Constable (1776-1837) ; diwar e levezon ec'h eas al livourion yaouank da livañ war-eeun en natur. E 1829 ec'h eas C. Corot da Varbizon evit livañ koadeg Fontainebleau. Blez war-lerc'h e tistroas di da livañ e daolenn vrudet Forêt de Fontainebleau a voe diskouezet kerkent e Saloñs Pariz, e 1830 neuze. Un daolenn arall heñvel ha heñvelanvet a livas evit Saloñs 1831, hag un trede e 1834.

P'edo e Barbizon e kejas ouzh livourion hag a zeuas da vout diazezerion ar Skol : Paul Huet (1803-1869), Constant Troyon (1810-1865), Théodore Rousseau (1812-1867), Jean-François Millet (1814-1875) ha Charles-François Daubigny (1817-1878). Da vare Dispac'hoù 1848 en Europa ec'h eas arzourion arall da Varbizon da heuliañ mennadoù C. Corot, livañ an natur ; dodenn bennañ al livouriezh c'hall e voe dremmvroioù Bro-C'hall d'ar mare-se[4].

J.-F. Millet a zivizas monet pelloc'h : livañ tud ar maezioù, ar gouerion o labourat e peoc'h an natur, evel en e daolenn Les glaneuses (1857) ma weler maouezi paour o tañvouesa war-lerc'h an eost, hag ar berc'henned pinvidik en drekleur.

E dibenn ar blezadoù 1860, ur remziad nevez ag arzourion c'hall hag a oa o studiañ e Pariz a voe dedennet gant labourioù livourion Barbizon. Meur a hini a yeas da goadeg Fontainebleau da livañ ar gweledva, en o zouez Alfred Sisley (1839-1899), Claude Monet (1840-1926), Auguste Renoir (1841-1919) ha Frédéric Bazille (1841-1870). Ganto e voe roet lañs d'al luskad Impresionouriezh ; war-eeun en natur e livent, padal e kave gwell kaserion an École tresañ war al lec'h ha livañ en o stal-labour.

Kalzik taolennoù a Skol Barbizon a voe studiet hag eilet gant an Izelvroad Vincent van Gogh (1853-1890), en o zouez 21 oberenn gant J.-F. Millet.

E Barbizon e varvas Th. Rousseau e 1867 ha J.-F. Millet e 1875.


E dibenn an XIXvet kantved ec'h erruas e Pariz meur a livour eus Aostria-Hungaria, en o mesk an Hungarad János Thorma (1870-1937) hag a ziazeas e Roumania « Trevadenn an arzourion » e Nagybánya (Baia Mare hiziv, e gwalarn ar vro), "ar Barbizon hungarat" a zegasas an Impresionouriezh da Hungaria[5].

Daou livour arall a vevas e Barbizon e-pad ur predad : ar Suis Karl Bodmer (1809-1893) en em stalias da vat eno e 1849, hag an Hungarad László Paál (1846-1879) a reas ur chomadenn er blezadoù 1870.

Bras e voe levezon an École de Barbizon war ar weledvaourion stadunanat. Al livour W. M. Hunt (1824-1879) a studias e Pariz hag e Barbizon gant J.-F. Millet a-raok distreiñ da SUA ha diazezañ e Boston un American Barbizon School[6]

Meur a livour ag an Hudson River School, pe kar dezhi, a voe levezonet gant an École de Barbizon, evel George Inness (1825-1894) eus New York pa glaske monet war roudoù Th. Rousseau, hag ar C'halifornian Percy Gray (1869-1952) hag a live gweledvaoù e vro e doare arzourion Barbizon.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (fr) Sivellis, John & Kraan, Hans. L'École de Barbizon – Un dialogue franco-néerlandais. Paris : Institut néerlandais, 1985 (ISBN 978-90-6730-020-9)
  • (fr) ''L'École de Barbizon – "Peindre plein". Paris : Réunion des Musées Nationaux (RMN), 2002 (ISBN 978-2-7118-4356-5)
  1. (fr) 'Musée d'Orsay'. Kavet : 26 Gwenholon 2023.
  2. (fr) 'Musée du Louvre'. Kavet : 26 Gwenholon 2023.
  3. Katalog an diskouezadeg Courbet et l’Impressionnisme e Mirdi Courbet, Pariz. Cinisello Balsamo : Silvana Editoriale, 2016 (ISBN 978-88-366-3343-2)
  4. (en) 'The Barbizon School: French Painters of Nature, MET New York. Kavet : 29 Gwenholon 2023.
  5. (en) 'János Thorma, the painter of the Hungarian Barbizon, Magyar Nemzeti Galéria, 2013. Kavet : 26 Gwenholon 2023.
  6. (en) Farr, Dorothy. Horatio Walker, 1858-1938. Kingston : Agnes Etherington Art Center, 1977, p. 10 — Ul livour kanadian levezonet gant doare Barbizon e oa H. Walker ; gwelit (en) Thom, Ian M.. Embracing Canada: Landscapes from Krieghoff to The Group of Seven. Vancouver : Vancouver Art Gallery, 2015 (ISBN 978-1-910433-56-0)