Mont d’an endalc’had

Brezelioù Italia

Eus Wikipedia
Italia e 1494, a-raok ar brezel kentañ a-raok aloubadeg Charlez VIII.
Emgann Pavia, gant ul livour flamank dianav.

Brezelioù Italia (Guerre d'Italia pe Grandi Guerre d'Italia en italianeg) a lavarer eus un heuliad brezelioù graet gant Rouaned Bro-C'hall en Italia er XVIvet kantved, entre 1494 ha 1559. Kregiñ a reas ar brezelioù adalek 1494, ha padout a rejont betek 1559. Perzh a gemeras an darn vrasañ eus stadoù Europa: Bro-C'hall, Spagn, an Impalaeriezh santel roman german, Bro-Saoz, Republik Venezia, Stadoù ar Pab, an darn vrasañ eus keodedoù Italia, hag ivez an Impalaeriezh otoman.

Da gentañ ne oa nemet un tabut tiegezhel evit difenn gwirioù ar rouaned c'hall evel hêred war rouantelezh Naplez ha dugelezh Milano, met buan e voe brezelioù evit gounit douaroù ha galloud en Italia, hag en Europa zoken, hag ivez emglevioù savet ha dispennet, taolioù trubarderezh alies.

E dibenn ar brezelioù e voe kreñvaet galloud Spagn dreist da stadoù all Europa, pa oa an darn vrasañ eus Italia en he dalc'h (rouantelezh Naplez, dugelezh Milano, Stato dei Presidii), war eeun pe get; ar stadoù italian chomet emren e oa Republik Venezia, Dugelezh Savoia (liammet ouzh ar Rouantelezh c'hall), ha Stadoù ar Pab, goude ma ne oant ket ken dizalc'h ken abalamour ma n'halle ket ar pab tremen hep Spagn evit e skoazellañ da lakaat ar C'hempenn enepprotestant da ren en Europa.

Betek 1442 edo rouantelezh Naplez etre daouarn an Tiegezh Anjev-Sikilia, ur skourr eus ar Gapeted. Er bloavezh-se e tegouezhas ar gurunenn etre daouarn Alfonso V, roue Aragon. Klask a reas Tiegezh Anjev adkemer e beadra neuze. Mervel a reas René Anjev en 1480 : da neuze eo gant roue Bro-C'hall e tegouezhe e wirioù war ar rouantelezh, da lavarout eo gant Loeiz XI da gentañ, hag adalek 1483, gant Charlez VIII. Ret e voe d'ar roue gall aozañ ar c'hlask en dihelloù evit diazezañ e c'houlenn, seul vui ma oa kollet gant Tiegezh Anjev e zouaroù e Naplez abaoe 1442. En hêrezh-se e oa ivez Rouantelezh Jeruzalem a chomo dindan ar Vamelouked betek 1517.

Tri feur-emglev diplomatek zo sinet hag a rank asuriñ Bro-C'hall n'he devo ket trubuilh gant Spagn, Bro-Saoz nag Aostria.

En 1486 e oa en em savet baroned, feal d'an Anjeviz, e rouantelezh Naplez. Pa voent trec'het e kavjont repu e Bro-C'hall. E-pad 60 vloaz neuze e klaskjont lakaat anavezout o gwirioù. Ouzhpenn-se e oa Ludovico il Moro o c'houlenn digant Charlez VIII dont da Italia. Tutor e oa Ludovico d'an dug bihan Gian Galeazzo Sforza, ha nec'het e oa o welout e c'halle an traoù treiñ da fall en Italia ma veze torret an emglev graet e 1467. War e dalaroù e oa an emglev a oa etre Firenze, dugelezh Milano ha rouantelezh Naplez evit stourm ouzh galloud Republik Venezia.

Piero il Fatuo, mab da Lorenzo il Magnifico, a glaskas neuze ober emglev gant Rouantelezh Naplez.

Brezelioù all kentaou

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar peoc'h a oa o ren e Norzhitalia abaoe un nebeud bloavezhioù.

Kentañ brezelioù Italia : adalek Charlez VIII betek emgann Marignan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ brezel Italia (1494-1497)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur pennad Kentañ brezel Italia (1494-1497) zo ivez.
Ar soudarded c'hall o vont e Firenze, d'ar 17 a viz Du 1494, gant Francesco Granacci.
Ar soudarded c'hall o tegouezhout e kêr Napoli, d'an 22 a viz C'hwevrer 1495, e Cronaca figurata del Quattrocento gant Melchiorre Ferraiolo

Edo Ludovico Sforza, dug Milano, o klask harp a-enep Republik Venezia, ha ton a roe d'ar roue gall da aloubiñ Italia. E 1494, pa varvas Ferdinando Iañ Naplez e kavas d'ar roue gall e oa erruet ar c'houlz vat.

Goude en em glevout gant dug Milano, ha war an digarez toull (anat d'ar gempredidi) da gas ur brezel ar groaz nevez a-enep an impalaeriezh otoman ha da zieubiñ Jeruzalem, setu ar roue gall Charlez VIII o kuitaat Grenoble gant e arme, enni 25 000 soudard (8000 goprsoudard suis en o zouez). Hag eñ o tremen dre ode ar Montgenèvre d'an 2 a viz Gwengolo 1494.

An arme c'hall o tegouezhout en Italia zo anezhi 200 gwaz a zo gwarded ar roue, un arme war varc'h a 1600 den, 12 000 den war droad (anezho 6000 Suis ha 3000 Gwaskon) hag un 70 kanol, skañv ha hefiñv, hag a denn boledoù arem pe kouevr, 100 en ur ober un eur.

Buan ez a C'hallaoued betek Asti ma tegouezhont d'an 9 a viz Gwengolo. E Rapallo, e-kichen Genova, e voe trec'h ar C'hallaoued, renet gant Loeiz Orleañs, hag arme Milano, war 5000 Aragonad a oa o paouez dilestrañ e Genova. Klañv e oa Charlez gant ur c'hleñved a vo anvet kleñved Naplez gant lod, ha n'hallas ket mont e-barzh kêr Genova a-raok ar 6 a viz Here.

Goude e talc'has an arme c'hall da vont trema'r c'hreisteiz : d'an 20 a viz Here e voe kemeret Mordano, e Romagna, ganto, ha lazhet soudarded ha tud disoudard; d'ar 26 e rejont kemend-all e Fivizzano. Spontet an Italianed, ha goude marc'hata, e voe kemeret Firenze hep en em gannañ d'ar 17 a viz Du. D'an 28 ez ejont war-du Roma, ma tegouezhjont d'an 31 a viz Kerzu. Un emsavadenn a voe e Firenze er c'heid-se, ha savet ur republik a chomas en he sav betek 1512.

War-dro hanter C'hwevrer 1495 e tilezas ar roue Alfonso II Naplez e garg a roue hag e vab Ferdinando II a renas war e lerc'h. Ret e voe dezhañ tec'hel avat pa zegouezhas an armeoù gall d'an 22 a viz C'hwevrer. Gant chomadenn ar C'hallaoued e Naplez e voe tapet gant ar soudarded kleñved Naplez, dianav betek neuze.

Krog e oa rogoni an alouberien c'hall da gavout enebourien er bobl. Savet e voe Emglev Venezia a-enep d'ar C'hallaoued. D'an 20 a viz Mae 1495 edo arme Charlez VIII o kuitaat Naplez, o leuskel Gilbert de Montpensier, anvet da vesroue, e penn ur gwarnizon gall.

Loeiz Orleañs a oa chomet en Lombardia gant un arme. Urzh en doa da chom hep mont a-benn da zug Milano, Ludovico il Moro. Daoust da se e kemeras kêr Novara e Mezheven 1495, hag un degemer brav a voe graet dezhañ gant ar bobl eno, nemet n'eas ket betek Milano, na oa ket difennet gwall vat hag a oa prest d'ober un degemer heñvel dezhañ. Diaesoc'h avat e voe distro Charlez VIII da Vro-C'hall. Ne oa ken nemet 9500 soudard gantañ. Gant poan e treuzjont an Apenninoù gant o c'hanolioù pa errujont dirak Fornovo d'ar 5 a viz Gouhere. Eno e kavjont un armead enebourien, 35000 adud enni, ha renet gant Francesco II Gonzaga, markiz Mantova. Emgann Fornovo a voe d'ar 6 a viz Gouhere ha trec'h e voe ar C'hallaoued, goude ma oa niverusoc'h o enebourien, hag evel-se e c'halljont kenderc'hel war hent an distro.
Sede an arme c'hall dirak Asti, ha fall stad ar vrezelourien. Loeiz Orleañs a oa gronnet gant e soudarded e kêr Novara gant un armead 30 000 den da Ludovico il Moro, hag an naonegezh o ren. Goulenn a reas Loeiz sikour digant e genderv roue, goude ma n'en doa ket sentet ouzh e urzhioù.

Krog e oa an div gostezenn da varc'hata, ha sinet e voe ar peoc'h e miz Here 1495. Loeiz Orleañs a guitaas Novara gant e 5500 den, Suised anezho dreist-holl, hag un toullad bras anezho a varvas nebeud goude, ken fall e oa o yec'hed. En emglev Verceil e tremene ar roue gall gant esper ha hunvreoù pa chome dug Milano mestr war an dachenn.

Er c'heid-se e chome un toullad Gallaoued e Naplez, o stourm evit mirout tammoù eus ar rouantelezh. Ferdinand II a zilestras en Calabria hag a lakaas seziz war gêr Naplez.

Montpensier a repuas er c'hastelloù da c'hortoz skoazell digant Bro-C'hall. Met skoazell ne deue ket buan. Ludovico il Moro en devoa prometet kas listri karget a soudarded da Naplez met ne reas ket. Ha Charlez VIII a oa berr an arc'hant gantañ. Koust an droiad-vrezel da Italia a rankje bezañ bet paeet, evit ul lod bepred, gant donezonoù Firenze, graet pa vije bet daskoret dezho ar c'hreñvlec'hioù prestet d'ar C'hallaoued. A-benn ar fin e voe gwerzhet ar c'hreñvlec'hioù da Lucques, Venezia, Genoa pe Pisa, goude trubarderezh Robert de Balsac e Toskana. Charlez VIII a rankas neuze rentañ an arc'hant amprestet digant presterien Firenze ha tremen a rankas hep amprestañ gwenneien ken digant kêr Firenze.

Gilbert de Montpensier, neuze, a lestras gant tost an holl difennerien hag ac'h eas da Salerno. En e arme e oa goprsoudadrded dreist-holl, Alamaned hag Italianed, bouetet fall ha no devoa ket bet gwenneg ebet abaoe pell amzer. Lezel a reas arme Fernando II da c'hronnañ e armead e kêr Atella. Un darn eus ar soudarded alaman a nac'has en em gannañ, ma voe ret d'ar C'hallaoued en em rentañ. Kalz a soudarded c'hall a varvas gant ar c'hleñvedoù hag an naon.

Spagn avat a gemere perzh e Kevre Venezia, en enep da feur-emglev Barcelona, hag a gouezhas war Languedoc dre veur a wech e-kerzh ar bloaz 1496. Emwelioù a voe evit klask ober ar peoc'h gant Spagn e 1496, a-hed ar bloavezh 1497 ha deroù 1498, ken na voe sinet arsav-brezel Alcalá de Henares e miz Du 1497.

Charlez VIII en devoa c'hoant atav da lakaat e zorn war rouantelezh Naplez hag a glaskas chom mignon da briñsed Italia a c'halle e leuskel da dremen da vont etrezek Naplez. Dug Orléans avat a glaske lakaat harz da vennad ar roue. Charlez a varvas en 1498 hep na vije deuet e hunvreoù da wir.

Eil brezel Italia (1499-1500)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Italia e 1499.

Setu Loeiz XII anvet da roue, dezhañ gwirioù an dierniezh Valois war rouantelezh Naplez, hag ouzhpenn da se gwirioù war dugelezh Milano dre e vamm-gozh Valentina Visconti, eus an Tiegezh Visconti. Ha Loeiz XII da brientiñ aloubadeg Italia a-zevri gant kuzulioù mat ar c'hardinal Georges d'Amboise, arc'heskob Rouan.
Da gentañ e klaskas ober brav d'an Tiegezh Borgia, rak skoazell digant ar pab Alesant VI a felle dezhañ kaout evit terriñ e eured da Janed Bro-C'hall ha gallout addimeziñ da Anna Breizh, intañvez e genderv Charlez VIII, evit gallout mirout dugelezh Breizh. Ha Cesare Borgia da zegas dezhañ builh ar pab da freuzañ e zimeziñ. Evel prof e roas roue Bro-C'hall d'ar c'hannader un dugelezh, hini Valentinois, hag ouzhpenn da se dorn Charlotte d'Albret, c'hoar da roue Navarra, evit brasañ plijadur ar pab ha ne glaske nemet an tu da reiñ madoù a-leizh d'e holl vugale e korn pe gorn eus Europa.

Tommaat a reas Loeiz XII ouzh Republik Venezia ha sinañ ganti feur-emglev Blois d'an 2 a viz C'hwevrer 1499, ma promete ar roue leuskel tolead Cremona gant ar Republik ma kerzhje gantañ a-enep Milano. D'ar 16 a viz Meurzh 1499 e voe sinet feur-emglev Luzern entre Bro-C'hall ha Kantonioù Suis. Emglevioù all a reas gant Herri VII ha danvez roue Kastilha, Fulup Iañ Kastilha. A-benn ar fin en em gavas gronnet ha digenvez Dug Milano, Ludovico Sforza. E miz Gouhere 1499 e voe arsailhet dugelezh Milano gant an arme c'hall, renet gant condottiero Jacques de Trivulce ha gant soudarded Venezia. Ne voe ket skoazellet Ludovico il Moro gant an Impalaer santel, ne oa ket evit ober brezel e daou dalbenn, ma klaskas repu e Tirol. Ha Trivulce da gemer Milano d'an 2 a viz Gwengolo 1499. Genoa a voe kemeret ivez gant ar C'hallaoued. Loeiz XII ac'h eas neuze da gaout Trivulce da Vilano, hag a zistroas d'e rouantelezh, goude leuskel ar galloud en dugelezh gant e jeneral. Ludovico Sforza a savas un arme a nevez hag a adkemeras Milano en miz Meurzh 1500. Ha Loeiz XII neuze da gas La Trémoille ha Georges d'Amboise da adkemer an dugelezh. Ludovico il Moro n'en doa ket paeet e c'hoprsoudarded c'hoazh hag ar re-se neuze da nac'h en em gannañ ouzh an arme c'hall, ha da dapout an dug d'e reiñ d'ar C'hallaoued d'an 10 a viz Ebrel 1500. Kaset e voe Ludovico il Moro da brizoniad da Vro-C'hall ma varvas en 1508. Charles II d'Amboise de Chaumont a voe anvet gant Loeiz XII da c'houarnour Milano.

Trede brezel Italia (1500-1504)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech taolet e grabanoù war dugelezh Milano, e troas Loeiz XII war-du rouantelezh Naplez. Ur wech c'hoazh e voe roet skoazell dezhañ gant ar pab Alesant VI a gave da damall d'ar roue Frederig II Naplez an emglev digristen en devoa graet gant an Durked.
D'an 11 a viz Du 1500 e sinas Loeiz XII Feur-emglev Granada gant Fernando II Aragon diwar-benn rannidigezh rouantelezh Naplez: Puglia ha Calabria da Aragon en un tu, Naplez, Douar al Labour hag Abruzzi da Vro-C'hall en tu all.

E 1501 e lammas Bro-C'hall ha Spagn war Naplez ma rankas ar roue kaezh kodianañ d'ar 26 a viz Gwengolo 1501. Repuiñ a reas e Bro-C'hall ma voe anvet da Gont Anjev, goude dilezel e wirioù war rouantelezh Naplez.
Er c'heid amzer-se, gant asant Bro-C'hall, e kouezhas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, war Romagna (1500), ha Dugelezh Urbino (Mezheven 1502). Loeiz XII avat a viras outañ d'ober kemend-all da Republik Firenze. D'an 31 a viz Kerzu 1502 eo e lakaas lazhañ baroned an Tiegezh Orsini e Senigallia.

E rouantelezh Naplez e oa savet bec'h, kenkent ha 1502, etre ar C'hallaoued, chomet e kornioù zo daoust d'an emglevioù, ha Fernando II Aragon .

E 1503 e varvas ar pab Alesant VI. Pi III ne renas war e lerc'h nemet un toullad mizioù. Goude e teuas un enebour touet d'an Tiegezh Borgia, ar pab Jul II. Cesare Borgia a voe rediet da zaskoriñ kêrioù ha kreñvlec'hioù, ha da dec'hel da Spagn, ma voe bac'het, hag ac'haleno da Navarra, da di e dad-kaer, ma varvas en 1507.

Faezhet e voe ar C'hallaoued en emgannoù Seminara, Cerignola ha Garigliano a-enep Gonzalvo Córdoba, ma voe kollet ganto Naplez, ha goude Gaeta d'an 1 a viz Genver 1504.

E miz C'hwevrer 1504 e voe sinet arsav-brezel Lyon ha lezel a reas Loeiz XII rouantelezh Naplez gant Fernando II Aragon. Loeiz XII en devoa roet tro d'ar pab da greskiñ e c'halloud ha d'ar Spagnoled da gemer Naplez.

Pevare brezel Italia (1508-1513)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemmoù e stadoù Italia entre 1495 ha 1535

En 1508, da-heul feur-emglev Cambrai, e krogas pevare brezel Italia. Kevre Cambrai a oa aozet da enebiñ ouzh Venezia. Ennañ e oa bodet Stadoù ar Pab, rak ar pab a felle dezhañ adkemer kreñvlec'hioù eus Romagna a oa bet kemeret gant Venezia en 1504, Bro-C'hall a glaske tapout kêrioù dalc'het gant Venezia en Lombardia, hag an Impalaeriezh santel roman german a oa o klask teuler he c'hrabanoù war un toullad kêrioù mogeriet e Frioul. En 1506 e oa bet kemeret Peruggia ha Bologna gant ar pab Jul II.

Venezia a nac'has plegañ da ultimatom ar pab, ma krogas ar brezel e miz Mae 1509. E penn an armeoù gall edo Loeiz XII e-unan, ha gantañ Trivulce ha Charles II d'Amboise de Chaumont. D'an 9 a viz Mae 1509 e treuzjont harzoù Lombardia ha trec'h e voent war arme Venezia, renet gant Bartolomeo d’Alviano, en emgann Agnadel d'ar 14 a viz Mae. Loeiz XII a gemeras kenkent kêrioù Lombardia, a gave dezhañ e oant dezhañ, Masimilian a reas kemend-all, hag ar pab Jul II a gemeras Romagna. Hogen ne oa ket bet distrujet arme Venezia, ha d'ar 15 a viz Gouhere, e loc'has eus Trevisa un arme renet gant Andrea Gritti hag a adkemeras Padova. Dont a reas an Impalaer da lakaat seziz war Badova d'ar 15 a viz Gwengolo, met 17 devezh goude e tilezas an dachenn.

Nec'het avat e oa ar pab Jul II o welout ar roue gall Loeiz XII o terc'hel da vont war-raok, ha fellout a reas dezhañ kas an armeoù gall kuit da vat eus Italia. D'ar 24 a viz C'hwevrer 1510 e tilamas e ezkumunugadenn diwar choug kêr Venezia, ha skoaz-ouzh-skoaz ez eas soudarded ar pab hag arme Venezia da vrezeliñ da reiñ lamm d'ar Gall ha d'e gas kuit eus ledenez Italia penn-da-benn, ha tamm-ha-tamm e voe adkemeret gant Republik Venezia an douaroù he devoa bet kollet war an douar-bras.

En miz Mae 1511 e voe kemeret Bologna gant Loeiz XII, ha neuze galvet ar garnidaled da zerc'hel ur sened-Iliz e Pisa evit distroadaén ar pab. Jul II a embannas rak-tal ar Builh Sacrosanctæ, hag a c'halvas sened-Iliz Latrano, en ur ezkumunugañ perzhidi sened-Iliz Pisa.

D'ar 5 a viz Here 1511 ec'h aozas ar pab ar C'hevre Santel, gant Spagn ha Republik Venezia, Bro-Saoz ha kantonioù Suis, a-enep Bro-C'hall. E penn an arme c'hall e oa Gaston de Foix, hag a zeuas a-benn da vezañ trec'h war soudarded ar C'hevre, nemet rankout a rejont dilezel o seziz war gêr Bologna, kuitaat Brescia o devoa adkemeret. trec'h e voent war armeoù ar C'hevre d'an 11 a viz Ebrel 1512 en emgann Ravenna. Mervel a eure Gaston de Foix e-pad an emgann-se ha Jacques II de Chabannes, a gemeras penn an arme c'hall war e lerc'h.

E-lec'h hastañ war-du Roma avat e chomas an arme c'hall da breizhata Ravenna ha da goll amzer. E-keit-se o devoa gallet soudarded ar pab ha re Spagn d'en em adaozañ, hag ar Suised da gas 18 000 brezelour da Lombardia. A-benn miz Mezheven 1512 ne oa arme c'hall ebet ken e Lombardia hag adkavet e oa e zugelezh gant Massimiliano Sforza e Milano.

Mervel a eure Jul II d'an 20 a viz C'hwevrer 1513. War e lerc'h e voe anvet ar c'hardinal Medici, Leon X, kreñvaet e c'halloud gant obererezh ar pab kozh. E penn ar C'hallaoued e oa La Trémoille ha Trivulzio, hag argadiñ a rejont meur a gêr, ha kemeret e voe Milano ganto. Harzet e voe o argadadeg avat d'ar 6 viz Mezheven 1513, en emgann Novara, ma voe trec'h ar Suised. Ret e voe d'ar C'hallaoued kuitaat Dugelezh Milano ha distreiñ da Vro-C'hall ma oa krog un enebour kozh da c'hoari adarre.

Rak en hanternoz Bro-C'hall e oa krog ar Saozon, diazezet en Calais, da aloubiñ Pikardi, tra ma oa ar Suised o vont trezek Bourgogn. Faezhet e voe marc'hegerien Bro-C'hall en emgann Guinegatte d'ar 16 a viz Eost 1513 gant arme saoz ar roue Herri VIII ha gemeras kêr Thérouanne. Ar Suised a lakaas seziz war gêr Dijon.

Er c'hreisteiz, Fadrique Álvarez de Toledo y Enríquez de Quiñones, eil Dug Alba, e penn arme Aragon, a argadas Rouantelezh Navarra. Aloubiñ a reas ar vro er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, ma rankas Jean d'Albret tremen ar menezioù da glask repu. D'ar 14 a viz Gwengolo e voe sinet feur-emglev Dijon gant Louis II de la Trémoille, a baeas ar Suised evit ma'z ajent d'ar gêr, hag a zilezas an arc'hadennoù gall en Italia en anv ar roue Loeiz XII.

Ar roue avat ne anavezas ket ar feur-emglev-se, met kollet e oa Italia gantañ. Adkemer an douaroù kollet gant Loeiz XII a vo graet avat gant ar roue gall war e lerc'h, Frañsez Iañ .

Pempet brezel Italia (1515-1516)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude Emgann Marignano, tresadenn gant Urs Graf.

Sakret e oa bet ar roue gall Frañsez Iañ d'ar 25 a viz Genver 1515. Dastum a reas an arc'hant en devoa ezhomm da baeañ un droiad-vrezel all da zugelezh Milano. Eñ ivez a oa mab-bihan da Valentina Visconti, ha mall warnañ kemer Milano. Feuremglevioù a sinas gant roue Bro-Saoz, Herri VIII, gant priñs an Izelvroioù (a vo anvet da impalaer Santel, evel Karl V), ha Republik Venezia. Dalc'het e oa an dugelezh gant an armeoù suis, en anv an dug yaouank Massimiliano Sforza. D'ar 7 a viz C'hwevrer 1515 e voe roet dezho harp gant an Impalaer Santel Masimilian (an hini a oa bet pried kentañ Anna Vreizh) ha Fernando II Aragon evit gwareziñ dugelezh Milano. Ar pab Giovanni de' Medici a oa prederiet gant difenn madoù e diegezh e Firenze ha ne gemeras perzh en emglev nemet d'ar 15 a viz Gouhere. E gwirionez ne oa nemet ar Suised a oa prest da zifenn dug Milano, hag an Impalaer ne reas van pa voe gopret 15 000 soudard alaman gant ar roue gall.

Edo ar Suised o prientiñ talañ ouzh argadeg ar C'hallaoued gant aozañ gwarnizonoù e Piemonte, war an hentoù ma tremene an armeoù gall peurliesañ, e Susa ha Pignerol, dre odeoù ar Mont-Cenis hag ar Montgenèvre. Keloù o doa bet ar C'hallaoued moarvat hag un hent nevez a gemerjont dre ode Larche, da vont da Italia, ma rankas ar Suised mont war o c'hiz da zifenn Lombardia.

E-kerzh an hañv e prometas ar roue gall d'ar c'hantonioù suis reién dezho bernioù bras a arc'hant en eskemm ouzh o monet kuit eus dugelezh Milano. Termal a reas ar Suised da gentañ, nac'h da c'houde. Emgann a voe etre Suised ha Gallaoued d'an 13 ha 14 a viz Gwengolo 1515 en emgann Marignano. Trec'h e voe an arme c'hall ma voe aes dezho adkemer Lombardia. Neuze e voe sinet feur-emglev Bologna etre ar roue gall hag ar pab, ha gantañ e voe reoliet an darempredoù etre an div veli betek an Dispac'h gall, ma voe kreñvaet gantañ pouez ar roue en iliz c'hall.

D'an 13 a viz Eost 1516 e teuas Carlos Iañ da vout roue Spagn, goude marv e dad-kozh Fernando II Aragon :anavezout a reas ar gwir da vro-C'hall da zerc'hel dugelezh milano gant ma laoskje rouantelezh naplez e peoc'h: sed a oa danvez Feur-emglev Noyon. Diaesoc'h e voe da Vro-C'hall ober emglev gant ar Suised rannet etrezo

En miz Genver 1516 e voe eizh kanton suis o plegañ d'ar roue, tra ma voe pemp all o leuskel an impalaer santel da duta evit kas soudarded d'ober ur vrezelekadenn arall en Italia. A-benn ar fin, d'an 29 a viz Du 1516, e voe sinet ar peoc'h gant Feur-emglev Freiburg (1516) entre kevread Suis ha Bro-C'hall. Adarre e c'hallas ar roue gall goprañ soudarded suis, ha seblantout a reas ar peoc'h ren da vat en Italia.

C'hwec'h brezel etre an Tierniezhioù Valois ha Habsbourg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe dilennet Karl V e penn an Impalaeriezh santel en em gavas gronnet Bro-C'hall gant stadoù a oa e dalc'h an Tiegezh Habsbourg: Spagn, an Impalaeriezh, an Izelvroioù, ha Rouantelezh Naplez. Ouzhpenn en Italia e voe brezel neuze, hogen en Italia bepred dreist-holl.

Klask a reas ar C'hallaoued adkemer Rouantelezh Naplez. D'an 29 a viz Ebrel 1522 avat e voent faezhet en emgann Bicocca e-tal Milano ma rankjont kuitaat ar vro. Francesco Maria Sforza a voe roet dezhañ kurunenn an duged.

En miz Gwengolo 1523, en em savas Charlez III Bourbon, konestabl ha kentañ ofiser Rouantelezh Bro-C'hall, ha mont a reas da servij an Impalaer Habsburg. E kreisteiz ar rouantelezh e talc'has Odet de Foix, marichal de Lautrec, ken e rankas an arme spagnol paouez gant seziz kêr Baiona.

En 1524 e rankas an armeoù gall kuitaat Lombardia ha leuskel o c'hanolioù war o lerc'h zoken, e-pad o c'hiladeg. Lazhet e voe Pierre Terrail, anavezet evel ar marc'heg Bayard, pimpatrom an harozed c'hall, d'an 30 a viz Ebrel 1524, o tifenn ar giladeg .

E miz Gouhere 1524 e lammas an armeoù spagnol, renet gant Charles de Bourbon, war Provañs. Tro wenn a rejont dirak Marseille avat, ha mont a reas ar C'hallaoued da vrezeliñ adarre en tu all d'an Alpoù en miz Here. Adkemeret e voe Milano d'ar 26 a viz Here ha mont a reas ar Spagnoled da repuiñ da Lodi ha Pavia. E-pad tri miz e voe lakaet seziz war Pavia gant ar C'hallaoued, met dont a reas un arme impalaerel da reiñ dorn d'ar Spagnoled, dindan ar jeneral Georg von Frundsberg, en C'hwevrer 1525. En emgann Pavia e voe faezhet ar C'hallaoued ha prizoniet ar roue Frañsez Iañ (Bro-C'hall) gant an arme impalaerel renet gant Charlez III Bourbon. Kaset e voe da Spagn ma rankas chom bloaz prizoniet a-raok lakaat e vibien da zont en e lec'h.

D'ar 14 a viz Genver 1526 e oa bet sinet feur-emglev Madrid (1526) gant ar roue gall Frañsez Iañ, ha hervez ar baperenn sinet e ranke paouez da deurel e c'hoant war Italia, leuskel Bourgogn gant Spagn, leuskel Flandrez hag Artez, ha dimeziñ da Eleonora Aostria, c'hoar Karl V.

Pa voe dieubet ar roue gall avat, d'ar 17 a viz Meurzh 1526, goude leuskel e zaou vab etre daouarn e enebour, ha pa zistroas da Vro-C'hall, ne reas forzh ebet gant an emglev hag ar promesaoù ken : abeg a voe kavet neuze e Spagn da ober vil da vibien ar roue falstouer.

D'an 22 a viz Mae 1526 e voe savet Kevre Cognac gant roue Bro-C'hall, ar pab Klemez VII, dugelezh Milano, Bro-Saoz, Venezia ha Firenze a-enep an Impalaer. Gwanaet e oa arme an impalaer gant ar c'hleñvedoù hag an diouer a arc'hant evit paeañ goproù ar soudarded, ha se zo kaoz e chomas dug Urbino, Francesco Maria della Rovere, e penn armeoù ar C'hevre, hep lammat war Milano, ha ma c'hortozas nerzhioù nevez.

En Gwengolo 1526, goude trec'het Hongariz e Mohács gant Soliman, ha dindan gwask noblañsed Roma, e rankas ar pab Klemez VII plegañ d'ober un arsav-brezel gant an impalaer.

A-benn nevezamzer 1527 ne c'halle ket Charlez Bourbon paeañ goproù soudarded arme an impalaer ken, enni un 12 pe 15 000 goafer renet gant Georg von Frundsberg : da virout ouzh e arme da vont a bep tu e prometas dezhi e c'hallje preizhata e kêrioù Toskana ha Stadoù ar Pab.

A-benn e teuas kêrioù Firenze ha Bologna da baeañ an arme impalaerel evit ma'z aje da breizhañ da lec'h all, ha setu hi war-zu Roma. Sur e oa ar pab Klemez VII e c'hallje marc'hata ivez, ken ne reas mann da zifenn kêr.

Preizhadeg Roma (1527)

Da veure ar 6 a viz Mae 1527, evel respont d'an emglev etre ar pab Klemez VII hag ar roue gall enep dezhañ, e c'hourc'hemennas Charles de Bourbon d'e arme kemer kêr Roma, hep kanolioù na seziz. Lazhet e voe Bourbon e-kerzh an arsailhadeg, met kemeret e voe Roma a-benn un nebeud eurvezhioù.

Meur a viz e padas Preizhadeg Roma. Preizhet e voe e pep lec'h, en ilizoù, e ti tud eus kostezenn an impalaer zoken. Goude teir sizhunvezh seziz e voe kemeret Castel Sant'Angelo‎, ma oa repuet pab ha kardinaled. Ret e voe d'ar pab paeañ 70 000 dugad aour evit bezañ dieubet. Bras e voe brud preizhadeg Roma er bed kristen, un arouez eus youl Doue da galz a dud. Ne voe kuitaet Roma gant an arme impalaerel nemet e C'hwevrer 1528, pan eas da Naplez. E-pad ar breizhadeg e oa aet an armeoù gall da aloubiñ Rouantelezh Naplez ha da lakaat seziz dirak kêr Naplez en miz Ebrel 1528.

Gant ar c'hleñvedoù-red, gant an amiral Andrea Doria, eus Genova, o cheñch tu d'e borpant, e rankas ar C'hallaoued kuitaat Naplez. Adarre e voent trec'het en Lombardia. Echuet e voe ar brezel gant Peoc'h an Itronezed‎, d'ar 5 a viz Eost 1529.

Eizhvet brezel Italia (1536-1538)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez ne c'hoarvezas ket ar brezel-mañ en Italia nemeur.

E deroù ar bloavezhioù 1530 e kave gwell ar roue gall Frañsez Iañ reiñ harp da enebourien an Impalaer santel, evel kevread ar briñsed protestant alaman (Kevre Smalkalde) pe an Impalaeriezh otoman, a skoulmas emglev gante meur a wech.

Karl V avat en em ginnige mui-oc'h-mui evel difenner ar feiz katolik. En Mezheven 1535, e kemeras en-dro un nebeud kêrioù eus Tunizia ha, bloaz goude, d'ar 5 a viz Ebrel 1536, e reas e zonedigezh pompadus ha trec'hlidus e Roma, degemeret gant ar pab Paol III. En em glevout a reas an impalaer hag ar pab da aozañ ur sened-iliz evit ober d'ar briñsed protestant alaman distreiñ war-zu an Iliz katolik.

Frañsez Iañ avat n'houle sened-iliz ebet, hag e dro a gavas, gant marv dug Milano, d'an 1 a viz Du 1535, da c'houlenn evitañ hêrezh an dugelezh.

E penn-kentañ 1536 e voe gwelet 40 000 soudard gall oc'h aloubiñ Dugelezh Savoia nemet chom a-sav a rejont dirak harzoù Lombardia, rak spi en devoa Frañsez Iañ da varc'hata e-lec'h brezeliñ. Savoia ha Piemonte a chomas e dalc'h ar gall betek 1559. En C'hwevrer e voe sinet un emglev kenskoazell gant ar roue hag ar sultan otoman. En Mezheven 1536 e voe aloubet Provañs gant Karl V, ma rankas an arme c'hall kilañ dirazañ, met ar c'honestabl gall Anne de Montmorency (1492-1567) a grogas gant politikerezh an douar devet. Dont a reas ar C'hallaoued a-benn da herzel arme an impalaer en Pikardi. En Gwengolo e rankas ar Spagnoled kuitaat Bro-C'hall hep bezañ en em gannet gwech ebet.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emgannoù en izelvroioù.
Claude d'Annebaut.
Herri II, roue Bro-C'hall war-lerc'h e dad Frañsez Iañ.

Pevar bloaz goude e voe adkroget ar brezel gant ar roue gall Frañsez Iañ, skoazellet gant an Durked, dre ma oa bet torret an emglev gant Karl V an Impalaeriezh Santel o reiñ dugelezh Milano d'e vab, Felipe, en miz Du 1540. Frañsez Iañ a gasas un arme, renet gant dug Orleañs, war-zu an Izelvroioù, un arme all dindan Guillaume du Bellay war-zu Milano, hag unan all c'hoazh dindan e vab, an daofin Herri, war-zu kontelezh Rousilhon, d'ober brezel d'an impalaer ha roue Spagn.

En arme an hanternoz, dindan dug Orleañs, e oa 20 000 goprsoudard, 6000 soudard gall war droad, 500 archer eus kompagnunezhioù ordrenañs.

En hini Rousilhon, dindan an Daofin, Antoine de Lettes-Desprez de Montpezat ha Claude d'Annebaut, e oa 40 000 soudard war droad,

En arme Piemonte, dindan Guillaume du Bellay, e oa ouzhpenn 10 000 den. Faezhet e voe ar C'hallaoued e pep tu en 1542. Pa savas Bro-Saoz a-du gant Karl V e rankas Bro-C'hall c'hoari gant an Auld Alliance, an emglev kozh gant Bro-Skos. Met trec'het e voe ar roue skos James V gant arme Dug Norfolk en Solway Moss d'ar 24 a viz Du 1542.

En miz Eost 1543 e voe lakaet seziz war Nisa gant arme kont Enghien, skoazellet gant listri turk Khayr ad-Din Barberousse. Kodianañ a reas kêr, ar wikadell avat ne reas ket. Kont Enghien a gendalc'has gant e hent war-zu Milano hag a c'hounezas emgann Cérisoles war soudarded an impalaer d'an 11 a viz Ebrel 1544. Da-heul kement-se ez eas Montferrato gant Bro-C'hall.

Ouzhpenn trec'hadennoù er c'hreisteiz a oa gant Bro-C'hall avat, rak eus an hanternoz e teue an dañjer. Setu ma oa en em glevet ar roue saoz Herri VIII hag an impalaer Karl V da lammat war un dro war Bro-C'hall gaezh en hanternoz hag e reter ar rouantelezh. Herri VIII a gerzhas adalek Calais da vont da lakaat seziz war Boulogne. Karl V a sailhas war Champagn, ha tostaat a rae an daénjer ouzh Pariz.

D'an 18 a viz Gwengolo 1544 e voe sinet arsav-brezel Crépy-en-Laonnois gant Frañsez Iañ ha Karl V. Ar Gall a viras Dugelezh Savoia ha Piemonte met paouez a reas da c'houlenn Artez, kontelezh Flandrez, Dugelezh Milano ha Rouantelezh Naplez. Karl V a baouezas da c'houlenn dugelezh Bourgogn. Trede mab ar roue Frañsez, Charles d'Orléans, a voe roet dezhañ dorn Anna Aostria, nizez d'an impalaer, gant Dugelezh Milano en argouroù.

Brezel a oa c'hoazh entre Gall ha Saoz. Meur a wech e voe faezhet Bro-Saoz gant armeoù skos pe listri gall. D'ar 7 a viz Mezheven 1546 e voe sinet feur-emglev Ardres entre Frañsez Iañ (Bro-C'hall) ha Herri VIII, ha drezañ e laoskas ar roue saoz kêr Boulogne gant Bro-C'hall evit arc'hant.

Dekvet brezel Italia (1552-1556)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas Herri II skoazell digant ar broioù a enebe ouzh an impalaer. Edo ar pab Paol III o klask harp Bro-C'hall evit kreñvaat galloud e diegezh. En miz Meurzh 1547 e roas urzh Paol VI da gas sened-iliz Trento da gêr Bologna, a-raok lakaat fin dezhañ e Gwengolo 1549, hogen boulc'het mat e oa al labour war ar feiz ha kelennadurezh an iliz.

Divizout a reas Herri II mont betek Piemonte, en miz Eost 1548, pa gave dezhañ e oa gwir berc'henn ar vro : rak daoust d'e leoù ne oa ket bet rentet ar vro-se gant e dad Frañsez Iañ. Degemeret mat e voe eno gant tud ar vro hag emglevioù nevez a sinas gant ar Suised. E 1550 avat e oa ur pab nevez, Jul III (1550-1555), hag a oa a-du gant kostezenn an impalaer. Gervel a reas an eskibien da Drento adarre a-benn 1551, evit brasañ displijadur ar roue gall a gave e oa gouest a-walc'h da ober war-dro aferioù iliz Bro-C'hall.

Gourdrouz an tiegezh Farnese, tiegezh ar pab en e raok, a reas Jul III, dre ma oa e kostezenn ar roue gall. Herri II a oa chomet e darempred gant Soliman hag e 1551 e kasas listri da skoazellañ ar roue gall, ma rankas ar pab plegañ da nerzh ar roue gall.

Dindan gwask Bro-C'hall ha gourdrouz armeoù al luterianed o tostaat ouzh Trento e rankas ar sened-iliz ehanañ gant e labour. A-benn ar fin e oa deuet ar roue gall Herri II a-benn da herzel ouzh pab hag impalaer war un dro, ha da ziskouez pegen hir e oa e vrec'h ken en Impalaeriezh santel ken en Italia, gant e droiadoù brezelekaat koulz ha gant e droioù diplomategezh.

Distabil avat e oa an traoù e-lec'hioù all.

En miz Ebrel 1552 e sailhas Herri II war an Tri-Eskopti, Metz, Toul ha Verdun. En Italia e oa bet kaset kuit ar soudarded spagnol diouzh kêr Siena, d'ar 26 a viz Gouhere 1552 ha goulennet skoazell digant Bro-C'hall. Un digarez brav d'ar roue gall da zigeriñ un talbenn nevez: tri bloaz e padas brezel Siena. En miz Here e klaskas Karl V adkemer an Tri-Eskopti, ha seziz a lakaas dirak Metz, met difennet e oa kêr gant François de Guise, stourm kalet a reas, ken na rankas arme an impalaer lezel an dachenn e miz Genver 1553. En 1553 ivez ez eas un arme c'hall hag un arme durk da skoazellañ emsavidi Korsika o stourm ouzh Republik Genova. Hag er memes bloaz e voe distrujet kêr Thérouanne, en Artez, gant Karl V, goude kemeret gantañ.

En Mezheven 1554, e tivizas ar c'honestabl Anne de Montmorency (1492-1567) kas un arme da gemer kêr Brusel. Gantañ e oa 40 000 soudard war droad, 1200 war varc'h. Gaspard Iañ Coligny a gemeras Dinant met Montmorency, a chome da dermal, a gav gwelloc'h chom hep en em gannañ. Kilañ a reas dirak arme an impalaer betek Cambrai, Calais, Boulogne ha Renty. Eno e lakaas seziz war gastell ar gêriadennig dalc'het gant soudarded an Impalaeriezh santel. Emgann taer a voe, met lezel an dachenn a rankas ar C'hallaoued ober dre ma n'o devoa ket danvez-tan ken.

Kêr Siena, difennet gant Blaise de Montluc, a rankas kodianañ d'ar 17 a viz Ebrel 1555. Spagn a laoskas Siena da vont gant Firenze nemet e viras prezidoù toskan Priñselezh Piombino hag Orbetello. Evit Bro-C'hall avat e oa echu he hunvre toskan.

Mat e tegemeras an impalaer arsav-brezel Vaucelles d'ar 15 a viz C'hwevrer 1556, ha leuskel a reas gant Herri II Dugelezh Savoia, Piemonte, Metz, Toul ha Verdun, evel Korsika edo o paouez aloubiñ.

Emglevioù all a voe sinet ivez gant ar Suised.

Unnekvet brezel Italia (1556-1559)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Torret e voe arsav-brezel Vaucelles, ken frouezhus evit Bro-C'hall, gant itrikoù ar pab Paol IV Carafa (1555-1559). Hennezh a oa Napolitan enebet ouzh ar Spagnoled en e vro c'henidik. C'hoant en devoa d'ober emglev gant ar C'hallaoued a-enep an Habsbourged, a voe ezkumunuget gantañ zoken, hep ma vije re gresket o galloud en Italia memestra. Erruout a reas ar brezelour gall François de Guise en Italia e deroù 1557, met tro wenn a reas, ken e-keñver diplomategezh, ken e-keñver brezelekadenn. Kreñv e oa Spagn en Italia ha gwell e kavas ar pab ober ar peoc'h ganti neuze kenkent ha diskar-amzer 1557. Torret an arsav-brezel gant ar roue gall Herri II ma voe ret dezhañ ober brezel en hanternoz e vro d'an 31 a viz Genver 1557. Mont a reas ar rouanez saoz Mari Iañ Bro-Saoz da-heul he fried Felipe II da gemer perzh en abadenn. Prim e voe ar Spagnoliz ha mont a reas da lakaat seziz war gêr Saint-Quentin ma ne oa difenner ebet. Dont a reas a-benn an amiral Coligny da vont e-barzh.

Da sikour e niz, e klaskas ar c'honestabl Montmorency aozañ ur pezh troiad skoazell, met bec'h en doe gant an enebourien, kolla reas kalz soudarded ha prizoniet e voe d'an 10 a viz Eost 1557. Trec'h e voe ar Spagnoled da « Ouel Sant Laorañs » er bloaz-se, war an dachenn evel war ar speredoù. Digor dezho e oa an hent da vont war-zu Pariz, hogen gwell e kavjont gortoz ken na godianas kêr Saint-Quentin : pennek en doa stourmet Coligny ouzh an enebourien, daskor an armoù avat a rankas ober

Harzet avat en devoa lañs ar Spagnoled hag o aloubadeg. Nemet ur jeneral ne chome ken gant ar roue gall Henri II ha François de Guise an hini e oa, hogen en Italia edo: galvet e voe war e giz. Ha hennezh eo an hini a gemeras, dre widre, d'ar 6 a viz Genver 1558, kêr Calais digant ar Saozon, pa oa etre o daouarn abaoe 1347.

War washaat ec'h ae ar c'hevezerezh etre an tiegezhioù Guise ha Montmorency. Evit kenderc'hel gant ar brezel e c'halvas Herri II bodañ e Pariz ar Stadoù d'ar 6 a viz Genver 1558. Evit ober buanoc'h e oa dileuriet an dud a iliz gant an eskibien hag arc'heskibien, an noblañsed gant senesaled, hag an trede-stad gant maered. Kalon a voe kemeret pa voe adkemeret kêr Calais. Nec'het e oa ar roue gant stad ar relijion er rouantelezh. Felipe II a felle dezhañ stourm ouzh ar brotestantiezh en Europa. D'ar 17 a viz Du 1558 e varvas Mari Iañ Bro-Saoz ha kemeret ar gurunenn gant he lezc'hoar Elesbed Iañ, met seul wanoc'h a se e oa kostezenn ar Spagnoled ma nac'he Elesbed kemer Felipe II da bried ha ma save a-du gant hini ar brotestantiezh.

D'an 2 a viz Ebrel 1559 e voe sinet ar peoc'h etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz ha d'an 3 gant Spagn ha dugelezh Savoia : sinet e voe ar peoc'h e Cateau-Cambrésis.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.