Françoise Élie : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : "'''Françoise Jeanne Marie Quinton''', deuet da vezañ Françoise Elie goude bezañ dimezet e 1927, ha lesanvet ivez “Le Prophète” er rezistañs, ur vaouez c’hall ganet d’ar 16 a viz gwengolo 1906 e Felger en Il-ha-Gwilen ha marvet d’ar 14 a viz gouere 1968. Ispiserez ha resitantez e oa. == He buhez == === Bugaleaj ha deskadurezh === Françoise a oa ganet d’ar 16 a viz gwengolo, diwar un tad miliner. Graet he deus he studioù e Felger betek he16 vloaz..." |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
'''Françoise Jeanne Marie Quinton''', deuet da vezañ Françoise Elie goude bezañ dimezet e 1927, ha lesanvet ivez “Le Prophète” er rezistañs, ur vaouez c’hall ganet d’ar 16 a viz gwengolo 1906 e Felger en Il-ha-Gwilen ha marvet d’ar 14 a viz gouere 1968. Ispiserez ha resitantez e oa. |
'''Françoise Jeanne Marie Quinton''', deuet da vezañ Françoise Elie goude bezañ dimezet e 1927, ha lesanvet ivez “Le Prophète” er rezistañs, ur vaouez c’hall ganet d’ar 16 a viz gwengolo 1906 e Felger en Il-ha-Gwilen ha marvet d’ar 14 a viz gouere 1968. Ispiserez ha resitantez e oa.<ref>[https://college-breal-sous-montfort.ac-rennes.fr/spip.php?article119#biographie_de_francoise_elie Skolaj Françoise Élie - Bréal-sous-Montfort] </ref> |
||
== He buhez == |
== He buhez == |
Stumm eus an 24 Mae 2024 da 08:52
Françoise Jeanne Marie Quinton, deuet da vezañ Françoise Elie goude bezañ dimezet e 1927, ha lesanvet ivez “Le Prophète” er rezistañs, ur vaouez c’hall ganet d’ar 16 a viz gwengolo 1906 e Felger en Il-ha-Gwilen ha marvet d’ar 14 a viz gouere 1968. Ispiserez ha resitantez e oa.[1]
He buhez
Bugaleaj ha deskadurezh
Françoise a oa ganet d’ar 16 a viz gwengolo, diwar un tad miliner. Graet he deus he studioù e Felger betek he16 vloaz ha goude bezañ tapet he breved he deus labouret en un uzin boteier evel konterez. D’ar 26 a viz ebrel 1927 e timezas gant François Elie ha mont a rejont da vevañ e St-Malou, goude prenañ eno ur stal ispisiri. Ur bloavezh goude e voe ganet he bugel kentañ, François. E 1930 ez eas ar familh war-gresk c’hoazh gant ganedigezh ur plac’h anvet Micheline.
Buhez micherel
Kudennoù o doa gant ar stal ispisiri rak stank e oa ar pratikoù e-pad an hañv, met ne deue den ebet e-pad ar goañv... Daou vloaz goude neuze e krogjont da glask ul lec’h all evit en em staliañ. Goude bezañ soñjet e Kemper da gentañ o doa choazet em em staliañ e Roazhon e-lec’h ma kavjont ur stal e kreiz-kêr e-kichen an ti-kêr. Stal ispisiri Carthage e oa.
Rezistañs
Obererezhioù rezistañs
E-pad an eil brezel bed e teuas da vezañ ur rezistantez ha kemer a reas perzh er rouedad Bordeaux-Loupiac krouet gant Jean-Claude Camors ha renet gant André Heurtier evit takad Roazhon, apotiker e Roazhon. Ar rouedad-mañ a oa arbennikaet war ar sikour harzlammerien ha nijerien amerikan da dec’hout kuit. Ar stal ispisiri a servije evel penngarter evit resev lizhiri, degemer ar re nevez...
Harzadur ha deportiñ
Harzet eo bet Françoise d’ar 7 a viz Mezheven 1944 ha deportet. Erruout a reas e kamp-tolp Neuengamme d’an 3 a viz Eost 1944.