targazh
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
targazh /ˈtarɡas/ gourel (liester targizhier)
- Kazh doñv par.
- Eun targas a baïn euz a eur scouet da drivac'h real ; eur gazes, gant ma vo lem he lagad, a c'hell mont e ser eun nao pe dek real. — (B. T., Eur Foar Kissier, Feiz ha Breiz niv. 88, 1866, p. 288a.)
- Un targazh rous zo ivez o logota un tammig pelloc’h etre ar glosoù geot touzet. — (Yann Gerven, Choc'hig, Al Liamm, niv. 334, Here 2002, p. 16.)
- Va zargazh en deus hen debret — (Va merc'h Janed, mar timezit..., e-barzh Sonioù Feiz ha Breiz, w.d. 1930.)
- Mes ar c'hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 64-65.)
- Hemañ a zo un targazh. TBP 2/243
Troioù-lavar
Deveradoù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :