Mont d’an endalc’had

Yezh OVS

Eus Wikipedia
Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVO SOV
VSO OSV
VOS OVS

Yezh V2

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OVS evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - verb ("V") - rener ("S"). Anvet e vez ivez yezh OVA, da lâret eo renadenn - verb - graer ("A").

kanawa yano toto
kanawaRENADENN yanoVERB totoRENER
"kanoe kemeras den"
"an den a gemeras ar c'hanoe"

An tu-gouzañv hag an urzh OVS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an urzh-mañ alies evit sevel an tu-gouzañv gant yezhoù nann-OVS. Disheñvel eo avat ar fed-mañ diouzh ur yezh OVS pa dalvez an urzh-mañ da urzh diazez ha muiañ-implijet ur yezh bennak.

Yezhoù OVS dre ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hemañ eo an urzh ralañ implijet gant ar yezhoù komzet dre ar bed, kavet dreist-holl er yezhoù karibek, en o zouez ar hichkaryaneg. Implijet e vez an urzh-mañ alies a-walc'h en tamileg e degouezhioù resis

Implijet e c'hell bezañ an urzh OVS gant yezhoù gante urzhioù all da diazez evit merkañ fedoù resis, dreist-holl evit pouezañ war un elfenn resis er frazenn.

Evel-hen e vez implijet a-wezhoù e yezhoù merket gante en un doare morfologel sklaer (da skouer gant troadoù) arc'hwel resis pep arguzenn en ur rannfrazenn bennak ha neuze e c'hell kemmañ aesoc'h urzh ar gerioù, da skouer en euskereg, roumaneg, hungareg, finneg, esperanteg hag ivez, met nebetoc'h, e yezhoù germanek 'zo.

Implijet e c'hell bezañ an urzh-mañ e brezhoneg da skouer evit resisaat pe hini eo an elfenn a dalvez da respont ur goulenn, da skouer:

"Petra a welas Pêr?"
"Ur c'hi a welas Pêr"

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]