Galenos
Galenos (henc'hresianeg : Γαληνός; latinekaet e Galenus) a oa ur mezeg, surjian ha prederour gresian, ganet e 129 e Pergamon (hiziv Bergama e Turkia), ha marvet e 199/217, pe e Pergamon pe e Roma.
Moarvat e voe Galenos ar gwellañ klasker e mezegiezh en Henamzer ; araokadennoù meur a zegasas e meizadur un niver bras a dachennoù skiantel : korfadurezh, bevedouriezh, kleñvedouriezh, apotikerezh, nervennouriezh, prederouriezh ha poelloniezh, hag e-pad ur milved e voe e labourioù o ren war mezegiezh ar C’hornôg.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galenos e gresianeg (Γαληνός) diwar an anv-gwan γαληνός, "sioul", Claudius Galenus e voe anvet e latin, sur a-walc’h dre dreuzveizañ ar meneg « Cl. », clarissimus, rak n’eus ket eus an anv *Κλαύδιος e gresianeg, nemet war-lerc'h dre amprest, daoust ma'z anavezer Klaudios Ptolemaios da skouer.
Gwelloc’h anavezet dindan an anv Galenos Pergamon (hiziv Bergama, Turkia).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezh 129 e voe Galenos ganet da Nikon, un tisavour pinvidik dedennet gant ar brederouriezh, ar matematik, ar boelloniezh, ar steredoniezh, al labour-douar hag al lennegezh. Hervez Galenos e oa e dad un den "hegarat-kenañ, reizh, mat ha madelezhus".
D’ar mare-se e oa Pergamos ur greizenn bouezus a-fed sevenadur ha labour-spered, brudet evit he levraoueg na souble nemet dirak hini Aleksandria, hag a zesache prederourien platonat koulz ha re stoikian ma kejas Galenos outo ken abred ha d’an oad a 14 vloaz. Gant mennozhioù Aristoteles hag Epikouros e vagas e studioù ivez. Un esped henvoazel en devoa Nikon ragaozet evit Galenos, er brederouriezh pe er politikerezh, neuze en devoa lakaet e vab da vont e darempred gant levezonoù lennegel ha prederouriezhel. Hogen Galenos a embann penaos war-dro 145 en devoa bet e dad, dre hunvre, urzh digant an doue Asklepios da gas e vab da studiañ ar vezegiezh. Ur wezh all e voe dispignet kement a oa rekis ha d’an oad a 16 vloaz e krogas Galenos evel θεραπευτής (therapeutes, gwaz d’an doue) gant e gentañ bloavezh-studi diwar pevar en azeuldi gouestlet da Asklepios e Pergamos. Eno e voe levezonet gant tud evel Aisc'hrion Pergamon, Stratonikos ha Satyros. Ospitalioù e oa azeuldioù Asklepios, a yae en-dro evel tiez-yac’haat pe diez-dourhav ma teue ar glañvidi, kalz Romaned en o zouez, da glask beleien da ober war o zro.
Er bloavezh 148, pa oa 19 vloaz, e c’houzañvas Galenos marv e dad, en lezas dizalc’h ha pinvidik. Neuze e heulias an alioù a gavas e kentelioù Hippokrates, hag e studias en ur veajiñ dre gêr Smyrne (Izmir hiziv) ha rannvro Kilikia e Turkia, Korinthos e Gres, enez Kreta, Kiprenez kent tizhout skol-veur ar vezegiezh en Aleksandria, ma kejas ouzh kement soñj a oa a-zivout e arz d’ar mare. E-pad ur predad berr en Aleksandria c’hresian e veze bevskejet tud, hag enrollet e voe an disoc’hoù. Galenos a c’hallas studiañ an arnodennoù-se met dre ma ne ra ket meneg eus e ziagentidi ne c’heller ket gouzout ha pouezus e voe o levezon war e stummadur.
Er bloavezh 157, d’an oad a 28 vloaz, e tistroas da Bergamon evel mezeg klezeourien Beleg Meur Azia, unan eus tud pinvidikañ ha galloudusañ ar c’hevandir. Galenos eo a voe dibabet goude m’en devoe disklêriet bezañ divouzellet ur marmouz ha daeet ar vezeien all da gempenn al loen. Pa nac’has ar re-se e reas Galenos al labour-surjian, ha dre se e voe trec’h. E-pad ar pevar bloaz a dremenas gant ar garg e teskas pouezusted ar reol-voued, stuz mat ar c’horf, ar yec’hedouriezh hag an enepkleñvediñ, ha penaos ober war-dro an torroù hag ar gwataloù grevus – ar goulioù anezho anvet prenestroù war ar c’horf gantañ. Pemp den hepken a varvas e-keit ma oa Galenos e karg, da geñveriañ gant 60 da vare e ziagentad ; kement-se a voe lakaet war gont e studiadennoù pizh war ar goulioù. E-keit-se e kendalc’he da studiañ damkanadoù ar vezegiezh hag ar brederouriezh[1].
Er bloavezh 162 ez eas Galenos da Roma, ma c’hounezas brud evel mezeg war an dachenn. E demz-spered dihabask a zegasas brezel ouzh mezeien all, hag e ziskouezadennoù a enebas outañ ar re ziampartañ ha mirourañ eus mezeien kêr Roma. Un itrikadenn a voe savet a-enep dezhañ, ha kuitaat a reas kêr dre aon ma vije skarzhet anezhi pe bistriet[2].
Da neuze e oa Roma o kas brezelioù diavaez abaoe bloaz. Marcus Aurelius ha Lucius Verus a oa en Norzh o vrezeliñ ouzh ar boblad Markoman. En diskar-amzer 169, pa oa an armeoù roman o tistreiñ da Akileia, e tarzhas ar Vosenn Veur hag e voe galvet Galenos gant an impalaer da Roma en-dro. Urzh a voe roet dezhañ da vont gant Marcus ha Verus da C'hermania evel mezeg al lez. En nevezamzer da heul e voe kendrec’het Marcus da lezel Galenos en e frankiz dre ma oa Asklepios savet enep ar raktres. Da vezeg Commodus, hêr an impalaer, e voe anvet Galenos neuze. Eno, e lez Roma, eo e skrivas kalz a-zivout ar vezegiezh – tra ma varvas Lucius Verus e 169 ha Marcus Aurelius Antoninus e 180, e Germania, lazhet o-daou gant ar vosenn.
Chom a reas Galenos mezeg da Gommodus e-pad an darn vrasañ eus buhez an impalaer. Goude-se e voe mezeg da Septimius Severus e-pad e ren e Roma.
Dindan an anv a vosenn Antoninus (anv-familh Marcus Aurelius) pe vosenn Galenos eo anavezet bosenn ar bloavezhioù-se, dre ma oa Galenos arroutet war ar c’hleñved-red-se ha dre m’edo e Roma pa skoas e 166. En Akileia edo Galenos ivez pa voe ar vosenn eno e 168-169. Skort ha dibaot avat eo an daveoù d’ar vosenn en e skridoù. Ne glaske ket diskrivañ ar c’hleñved a-benn ma vije anavezet en dazont, kentoc’h e laboure war ar pareañ ha war efedoù ar c’hleñved war korf an den. Krediñ a reer bremañ e voe bosenn Antoninus ur barrad brec’h e gwirionez, rak petra bennak ma’z eo diglok e ziskrivadur gant Galenos e ro trawalc’h a ditouroù da gadarnaat natur ar c’hleñved[3].
Pa glañvas Eudemus, anezhañ ur prederour eus skol ar bazataourien, e fellas da Galenos ober war-dro e amezeg ha kelenner kozh. Lod vezeien roman a rebechas dezhañ ober gant an erdeb en e labour war Eudemus kentoc’h eget gant an divinouriezh hag ar gevrinegezh evel ma oa ar boaz d’an amzer.
Er vezegiezh a vremañ e tiforc’her etre “anaoudiñ” (lavaret pe gleñved zo gant an den) hag “erdebiñ” (prederiañ war ar pezh a c’hoarvezo gant an den) ; dre ma oa Galenos eus skol Hippokrates ne rae ket. Evitañ e oa an anaoudadur mesket gant an erdeb a-benn gwellaat labour ar mezeg koulz hag e vrud[4].
En XIvet kantved e voe embannet er c’heriaoueg holloueziadurel Souda penaos e varvas Galenos d’an oad a 70 vloaz, war-dro ar bloavezh 199 eta. En unan eus e studiadennoù avat e ra Galenos meneg eus darvoudoù er bloavezh 204. Skridoù arabek a embann e varvas Galenos e 217 d’an oad a 87, goude bezañ studiet e-pad 17 bloavezh ha bet war ar vicher a vezeg e-pad 70 vloaz. Diwar ar studiadennoù nevesañ e sav 216 evel ar bloavezh gwirheñvelañ[5].
Galenos hag ar vezegiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus e voe degasadennoù Galenos da zoare heulierien Hippokrates da veizañ ar gleñvedouriezh.
Damkanad an dourennelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez damkanad an dourennelezh gant Hippokrates e teu lies imoroù mab-den diwar digempouezioù en unan eus peder dourenn ar c’horf : gwad, bestl velen, bestl du ha kraost. Gant Galenos e voe an damkanad kaset war-raok dre sevel ur rizhouriezh eus temzoù mab-den.
Un digempouez e pep dourenn a glote ouzh un temz resis : gwad > gwadus (tud troet war-du ar re all ha buhez ar gevredigezh), bestl velen > buanek (tud startijenn enno, entanet ha hoalus), bestl du > melkonius (tud hegarat, krouerien ha servijus), kraost > difrom (tud sirius, madelezhus ha karantezus)[6]
.
Enklaskoù arnodel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Korfadurezh mab-den e oa preder pennañ Galenos, met abaoe ar bloavezh -150 e oa berzet pizhskejañ korfoù tud varv e Roma. En abeg d’ar berz-se e reas Galenos pizhskejadennoù war loened marv pe vev, marmouzed ha pennoù-moc’h an darn vuiañ anezho. Dre ma’z eo korfadurezh al loened-se tost-tre da hini mab-den e c’hallas Galenos sklaeraat framm an treuz-gouzoug ha diskouez splann penaos ez eo dre ar c’harloc’henn e teu mouezh an dud.
E-touez degasadennoù pennañ Galenos emañ e labour a-zivout reizhiad ar gwazhied. Eñ eo ar mezeg kentañ a gadarnaas an diforc’h etre gwad ar gwazhiennoù (teñval) ha gwad an talmerennoù (splann). Petra bennak ma teuas da gompren gwelloc’h reizhiadoù ar gwazhied, an nervennoù hag an anal e fazias a-wezhioù : da skouer, krediñ a rae dezhañ e oa reizhiad ar gwazhied rannet e daou red untuek, ar gwad teñval o tont eus an avu hag ar gwad splann o tont eus ar galon, an daou o vont da vagañ holl organoù ar c’horf gant gwad nevez pourchaset bepred gant an avu hag ar galon.
Ur surjian eus ar re ampartañ e oa Galenos ivez, ha kalz eus e droioù-micher a voe disoñjet e-pad kantvedoù : oberatadennoù war an empenn, hag un doare da bareañ kroc’henenn al lagad a zo par d’an hini a veze arveret c’hoazh kent ma voe ijinet an oberata dre laser.
Kavadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a gavadenn bouezus a zeuas dre enklaskoù Galenos :
- Ren mel al livenn-gein war meur a gigenn
- Deskrivadur eus seizh rumm nervennoù klopennel
- Ren an empenn war ar vouezh
- Arc’hwen al lounezhi hag ar c’hwezigell
- Deskrivadur eus diabarzh ar galon
- Deskrivadur eus meur a gleñved-red, ar vosenn en o zouez
- Rekipeoù remedoù, anezho diazez an apotikerezh
- Kentañ enklaskoù war ar bredelfennerezh dre e studiadenn De Dignotione ex Insomnis Libellis ("Erdeb diwar an hunvreoù") ma tiogel e c’hall an hunvreoù bezañ un asked eus poanioù ar c’horf[7].
Galenos hag ar brederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma oa Galenos ur mezeg kent pep tra all e skrivas ivez a-zivout prederouriezh ha poelloniezh. Gant prederourien gozh roman ha gresian e oa levezonet, Platon, Aristoteles ha Zenon en o zouez. Meur a skol a oa er vezegiezh da vare Galenos, an div bennañ o vezañ an Arnodelourien hag ar Boellegourien. Skol an Hentennourien a oa ivez, ur strollad bihanoc’h ha kerreishoc’h. War dachenn ar vezegiezh e poueze an Arnodelourien war an arnodennoù war korf an den tra ma kave gwelloc’h ar Boellegourien tennañ splet eus skiant-prenet an henvezeien a-benn krouiñ damkanadoù nevez. Etre an daou e save an Hentennourien, dre ma plije dezho studiañ red naturel ar c’hleñvedoù kentoc’h eget kavout ur pare dezho.
Dedennet-bras e oa Galenos gant kemmeskañ mezegiezh ha prederouriezh, ar pezh a skrivas en e studiadenn verr “Ur Prederour ivez eo ar Mezeg gwellañ”. Nac’hañ a rae bezañ lakaet e skol pe skol, ha dre dennañ e vad eus pep hini anezho kent e veskañ gant e soñjoù dezhañ e krouas e sell dibar war e vicher : un dachenn lieskelennadurel ma oa ret ober gant damkaniezh, enselladennoù hag arnodennoù a-benn kaout an disoc’hoù gwellañ. Diarvar eo e teue ar sell-se eus e gelennadurezh ledan diwar pep skol.
Skridoù Galenos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallus eo e vije Galenos an aozer strujusañ en Henamzer : ken fonnus eo e labour ma’z eo niver ar skridoù deuet betek ennomp tost d’an hanter eus ar skridoù o tont eus Hellaz kozh. Lavaret ez eus bet e veze ugent den implijet gant Galenos a-benn skrivañ e soñjoù. Kement ha 600 studiadenn a vije bet embannet dindan e anv, da lavaret eo war-dro 10 milion a c’herioù, 3 milion anezho a chom en amzer a vremañ. Kalz eus e labour a yeas da get en tangwall a zistrujas Azeuldi ar Peoc’h e Roma e 191, studiadennoù prederouriezhel an darn vrasañ anezho.
Dre ma ne voe ket labourioù Galenos troet e latin en Henamzer, hag en abeg da ziskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg e steuzias ar studioù a-zivout Galenos hag ar vezegiezh hengounel c’hresian dre vras en Europa ar C’hornôg e-kerzh deroù ar Grennamzer, pa voe nebeut-tre a ouizieien latin o c’houzout lenn gresianeg. Neoazh e kendalc’hed da studiañ ha da heuliañ kentelioù Galenos ha mezegiezh an Henc'hresianed en Impalaeriezh Roman ar Reter, anavezet gwelloc’h dindan an anv a Impalaeriezh Bizantion. Holl skridoù gresianek Galenos a voe eilskrivet gant gouizieien Bizantion. Da vare an Abbasided (goude ar bloaz 750), Arabed vuzulman a grogas da vout dedennet gant skridoù skiantel an Henc’hresianed hag a lakaas treiñ lod eus skridoù Galenos, alies gant gouizieien gristen e Siria. En arabeg hepken neuze e kaver lod eus oberennoù Galenos hiziv an deiz, tra ma’z eus lod all e latin ar Grennamzer hepken, bet troet diwar an arabeg. Lod gouizieien o deus klasket adtreiñ e gresianeg diwar an arabeg pe al latin pa oa bet kollet ar skrid gresianek orin. Eus lod skridoù henc’hresianek ne gaver nemet tenorioù bet savet gant Galenos.
Zoken en e amzer e rankas Galenos stourm ouzh drevezadurioù eus e labour hag ouzh embannadurioù fazius eus e skridoù, kement ha ma rankas skrivañ A-zivout ma levrioù. Betek an Azginivelezh e voe embannet falsadurioù e latin, gresianeg pe arabeg. Lod eus e studiadennoù a voe embannet dindan meur a dalbenn e red ar bloavezhioù. Diaes eo tizhout an andonioù, rak petra bennak ma vez al labourioù skrivet e gresianeg e vez o zalbennoù e latin, ha berraet alies. N’eus listenn glok ebet eus labourioù Galenos, ha tabut zo c’hoazh war gwirionder lod anezho.
Levezon Galenos war-lerc’h e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henamzer ziwezhat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet-kenañ e oa Galenos en e amzer, koulz evel mezeg hag evel prederour : “pennañ a-douez ar vezeien ha dibar a-douez ar brederourien”, a lavaras an impalaer Marcus Aurelius diwar e benn. Betek kreiz ar XVIIvet kantved e talc’has levezon Galenos war ar vezegiezh en Europa hag e bedoù bizantion hag arabek. Hippokrates ha Galenos eo an daou vaen-bonn a verkas 600 bloavezh a vezegiezh : da lavaras ur gouizieg e deroù ar Grennamzer a-zivout ar vezegiezh, “Hadet gant Hippokrates hag eostet gant Galenos”.
Diverraet ha kenaozet e voe labour e ziagentidi gant Galenos neuze, ha dre c’herioù Galenos an hini eo e voe treuzkaset ar vezegiezh c’hresian d’ar remziadoù goude. Alies e voe dre zoare Galenos ma voe anavezet ar vezegiezh c’hresian er bed a-bezh : adskrivet hag adprederiet, evel e labour Magnus Nisibis diwar-benn an troazh er IVe kantved, a voe troet en arabeg da c’houde.
Met pouezusted labour Galenos ne voe ket meizet a-raok pell goude e varv. Ken galloudus ha fonnus e oa labourioù Galenos mar kredas an dud ne chome nemet nebeut-tre da zeskiñ, ha diwezhatoc’h e talvezas “doare Galenos” kement hag unan a gas an traoù war-raok en ur vougañ an araokadennoù war e lerc’h[8].
Kevret gant Impalaeriezh ar C’hornôg ez eas ar studi eus Galenos hag eus an Henc’hresianed da get ivez er bed latin. Er c’hontrol e kendalc’hed da skignañ labourioù Galenos er Reter (Bizantion) ma veze komzet gresianeg dreist-holl. E diwezh an Henamzer e voe mui-ouzh-mui a skridoù damkaniezhel e-tal nebeut-tre a skridoù pleustrek : kalz aozerien ne raen nemet breutaat diwar-benn doare Galenos ; ken pouezus e teuas an doare ma krogad da sellet ouzh Hippokrates dre zaoulagad Galenos, ha da get ez eas ar skolioù all tamm-ha-tamm.
Kristenien Siria a reas anaoudegezh gant doare Galenos pa voe Bizantion o ren war Siria ha Mezopotamia ar C’hornôg, kent ma voe ar broioù-se aloubet gant Arabed vuzulman er VIIvet kantved. Goude 750 e voe lakaet ar gristenien sirian gant ar vuzulmaned da dreiñ Galenos en arabeg evit ar wezh kentañ. Adal ar mare-se e voe Galenos ha mezegiezh hengounel ar C’hresianed un tamm eus ar Reter-kreiz muzulman er Grennamzer hag e deroù hor mare.
Levezon war mezegiezh an islam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Hunayn ibn Ishaq, ur c’hristen sirian, e voe troet skridoù Galenos en arabeg evit ar wezh kentañ. Etre ar bloavezhioù 830 ha 870 e troas 129 labour eus Jalinos[9].
Unan eus an troidigezhioù-se zo ur bennoberenn en holl labourioù lennegel Galenos. Bez’ ez eus anezhi un tamm eus diverradur labour Galenos en Aleksandria. Div rann zo er dornskrid-se eus an Xvet kantved, enno munudoù diwar-benn meur a derzhienn ha lies tanijennoù. Pouezusoc’h c’hoazh eo al listennad drammoù-pareañ, enni tremen 150 rekipe diwar plant ha tammoù loened. Dre al levr e taoler ur sell war ar vicher a vezeg er mareoù gresian ha roman.
Hentenn Galenos a ziazezas ar vezegiezh islamek, a voe skignet buan dre an impalaeriezh arabek. Dre labourioù arabek, evel re Muhammad ibn Zakarīya Rāzi (865-925), e kendalc’her da zizoleiñ skridoù gant Galenos a oa dianav pe re ziaes da dizhout. Evel ma komprener dre an talbenn Diskredoù diwar-benn Galenos gant Rāzi, koulz ha dre skridoù gant mezeien evel Ibn Zuhr (Avenzoar) hag Ibn al-Nafis, e voe burutellet hag arveret labourioù Galenos evel un diazez da gas an enselladennoù pelloc’h : diwar arnodennoù Galenos e voe savet arnodennoù all, a gasas Rāzi hag Avenzoar da vont a-enep damkanad Galenos a-zivout an dourennoù tra ma tizoloas Ibn al-Nafis reizhiad an anal, ar pezh er c’hasas da zislavaret damkanad Galenos diwar-benn ar galon.
Distro d’ar C’hornôg latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adal an XIvet kantved, troidigezhioù latin eus skridoù-mezeg muzulman a grogas da zont war-wel er C’hornôg hag a voe buan kelennet e skolioù-meur Napoli (Italia) ha Montpellier (Bro-C’hall). A-nevez e voe doare Galenos o ren war ar vezegiezh, kement ha ma voe lesanvet “pab-mezeg ar Grennamzer”. Konstantin an Afrikan a voe e-touez ar re a droas Hippokrates ha Galenos diwar an arabeg. Lod labourioù a voe troet war-eeun diwar ar gresianeg, evel De complexionibus gant Burgundio de Pisa.
Dont a reas labourioù Galenos war ar gorfadurezh hag ar vezegiezh da vezañ un diazez er skolioù-meur ar Grennamzer, kevret gant Reolioù ar vezegiezh Ibn Sina, a oa savet diwar oberennoù Galenos. Dre ziforc’h diouzh Roma an Henamzer ne veze ket en Europa gristen lakaet berz war pizhskejañ ha tarskejañ eus korf un den, hag hevelep enselladennoù a veze kaset ingal adal ken abred hag an XIIIvet kantved. Ken kreñv e oa levezon Galenos koulskoude, evel er bed arabek, ma klaske ar vezeien a gave disoc’hoù disheñvel diouzh re ar mestr o rediañ da glotañ ouzh skridoù Galenos : da skouer, Mondino de Liuzzi o teskrivañ red ar gwad en un doare reizh en e skridoù, met o kendelc’her da ziogeliñ e rankje kentez an tu kleiz bezañ leun a aer. Lod vezeien a gemeras disoc’hoù an arnodennoù-se da brouenn a-benn kadarnaat ar fed ma oa bet kemmoù e korf an den abaoe amzer Galenos.
An Azginivelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an Azginivelezh ha diskar Impalaeriezh Bizantion (1453) e teuas gouizieien c’hresian hag o skridoù d’ar C’hornôg, ar pezh a roas tu da geñveriañ an displegoù arabek gant skridoù orin Galenos. Dre an Deskadurezh Nevez ha lusk an denelourien e voe ebarzhet Galenos en deskadurezh latin, De Naturalibus Facultatibus o vezañ embannet e London er bloavezh 1523.
Daou hengoun a oa neuze er breutadegoù a-zivout ar vezegiezh, an hini mirour arabek hag an hini araokour gresianek. Dreistaraokourien a grogas da stourm ouzh pennadurezhioù ar vezegiezh, evel ma reas Theophrast Bombas von Hohenheim (lesanvet Paracelsus, ca.1493-1541) pa bulluc’has oberennoù Avisenna ha Galenos en e skol-vezegiezh e skol-veur Basel. Koulskoude e chomas Galenos unan eus prederien bennañ ar milved, evel m’en diskouez un daolenn-voger eus ar XVIvet kantved e sal-debriñ manati al Lavra Veur e Menez Athos, ma weler furien bagan ouzh troad Gwezenn Isai, gant Galenos etre Sibulla hag Aristoteles.
Echu e voe gant levezon Galenos dre nac’hadennoù Paracelsus mesket gant savusted korfadurezhourien italian an Azginivelezh er XVIvet kantved. Er bloavezhioù 1530, ar mezeg ha korfadurezhour flandrezat Andries Van Wesel (lesanvet Vesalius, 1514-1564) a voulc’has treiñ meur a skrid gresianek eus Galenos e latin. Labour brudetañ Vesalius, De humani corporis fabrica (1543) a voe levezonet-bras gant doare Galenos. A-benn gwiriañ ha burutellañ labourioù Galenos e troas Vesalius war-du pizhskejañ tud varv – ar pezh a oa berzet da vare Galenos ; prouiñ a reas e oa e skridoù Galenos munudoù a gaver er marmouzed ha ket en dud, ha dre levrioù ha diskuliadennoù pleustrek e tiskouezas bevennoù gouiziegezh Galenos, a-zivout ar galon ha red ar gwad da skouer.
Pelloc’h avat e padas damkanad Galenos a-zivout bevedouriezh reizhiad ar gwad : betek 1628, pa voe embannet Exercitatio Anatomica de Motu Cordis et Sanguinis in Animalibus gant William Harvey[10], ma voe staliet ar galon o vont en-dro evel ur vangounell da gas red ar gwad.
Lod eus kentelioù Galenos, evel ar pouez a lakae war an diwad evel remed da galz kleñvedoù, a badas pelloc'h c'hoazh: boulc’het-mat e oa an XIXvet kantved pa veze c’hoazh studiet skridoù Galenos er skolioù mezegiezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ NUTTON Vivian, The Chronology of Galen's Early Career, Classical Quaterly, 1973.
- ↑ EICHHOLZ D. E., Galen and His Environment, Greece & Rome 20 no. 59, Cambridge University Press, 1951.
- ↑ LITTMAN R.J. & M. L, Galen and the Antonine Plague, The American Journal of Philology, 1973.
- ↑ GARCIA BALLESTER Luis, Galen and Galenism, Burlington, 2002.
- ↑ NUTTON Vivian, Ancien Medicine, Routledge, 2004.
- ↑ GRANT Mark, Galen on food an Diet, Routledge, 2000.
- ↑ On Diagnosis from Dreams, troidigezh saonek eus skrid Galen gant L. PEARCY, www.medicinaantiqua.org.uk
- ↑ NUTTON Vivian, From Galen to Alexander, Aspects of Medicine and Medical Practice in the Late Antiquity, Dunbarton Oak Papers, 1984.
- ↑ DEAR P., Revolutionizing the Sciences : European Knowledge and Its Ambitions, 1500-1700, Princeton University Press, 2001.
- ↑ [1]
Oberennoù Galenos war ar Genrouedad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [2] Bibliothèque Inter-Universitaire de Médecine (BIUM), Pariz (Bro-C'hall)