Slebets
Neuz
Slebets (Slebech e saozneg) zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kreiz Sir Benfro. Emañ er reter da gêr Hwlffordd, war ribl norzh ar stêr Cleddau Ddu.
E 2001 e oa 172 a dud o chom er gêriadenn.
Gant Marc'heien Urzh Sant Yann e oa ur gomandiri e Slebets, an hini nemeti e Kembre. Savet e voe war-dro kreiz an XIIvet kantved, gant aotrouien Cas-wis. Er XVIvet kantved e teuas iliz ar gomandiri da vezañ iliz ar barrez.
E Slebets e voe ganet Roger Barlow, unan eus letananted ar moraer Sebastian Cabot, e-pad eil beaj hennezh e 1526. Gantañ e voe troet ar Suma de Geographie eus ar spagnoleg d’ar saozneg, ul levr hag a ziskriv ar Bed Nevez.