4 Genver
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 871 : en Emgann Reading eo trec'het Angled-ha-Saozon Æðelred Iañ Wessex gant alouberien danat.
- 1248 : dont a ra Afonso III da vezañ roue Portugal.
- 1791 : ret eo d'ar veleien touiñ war o le d'ar Vonreizh.
- 1948 : dizalc'hiezh Birmania.
- 1964 : krouidigezh Unvaniezh Demokratel Breizh.
- 1970 : echu eo enrolladenn Let It Be gant ar strollad The Beatles.
- 2010 : digoradur ofisiel Burj Khalifa, an tour uhelañ er bed.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1643 : Isaac Newton, matematikour ha fizikour saoz.
- 1785 : Jakob Grimm, yezhour ha gwerinour alaman.
- 1809 : Louis Braille, ijiner gall al lizherenneg evit ar re zall.
- 1875 : William Crwys Williams, barzh kembraek.
- 1880 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek.
- 1882 : Yoshijiro Umezu, jeneral japanat en arme impalaerel e-pad an Eil Brezel-bed.
- 1900 : James Bond, evnoniour stadunanat.
- 1940 : Gao Xingjian, skrivagner sinaek, tapet gantañ ar Priz Nobel evit al lennegezh e 2000.
- 1920 : Robert Lamoureux, aktour, fentigellour, filmaozer, barzh ha senariour gall.
- 1955 : Mark Hollis, kaner breizhveuriat, krouer ar strollad Talk Talk.
- 1957 : Joël Bats, melldroader (diwaller-pal e roll) gall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1248 : Sancho II Portugal, 4vet roue Portugal (1223-1248).
- 1424 : Giacomo Attendolo, condottiero italian.
- 1500 : Frañseza Dinan, gouarnerez Anna Vreizh.
- 1786 : Moses Mendelssohn, prederour ha doueoniour alaman.
- 1789 : Jean-Baptiste Ogée, ijinour ha douaroniour gall.
- 1825 : Ferdinando Iañ an Div Sikilia.
- 1918 : Frañsez-Mari ar C'hozh, troour brezhonek.
- 1941 : Henri Bergson, prederour gall.
- 1956 : Robert Williams Parry, barzh kembraek.
- 1960 : Albert Camus, skrivagner gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1957.
- 1887 : Erwin Schrödinger, fizikour, prederour ha damkanour skiantel aostrian, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1933.
- 1920 : Benito Pérez Galdós, skrivagner spagnol.
- 1941 : Henri Bergson, prederour gall.
- 1960 : Albert Camus : skrivagner gall.
- 1965 : T. S. Eliot, skrivagner stadunanat, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1948.
- 1970 : D. J. Williams, skrivagner ha brogarour kembreat.
- 1975 : Carlo Levi, livour ha skrivagner italian.
- 2002 : Pierre-Roland Giot, ragistorour gall.
- 2006 : Lourdes Van-Dúnem, kanerez eus Angola.
- 2010 : Hywel Teifi Edwards, istorour kembreat.
- 2011 : Gerry Rafferty, kaner-sonaozer skosat.
- 2015 : René Vautier, filmaozer ha saver senarioioù breizhat.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiz dizalc'hiezh Birmania.
Deiziadur henroman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pridie nonas Januarias / Ludi compitalicii = deiz kentañ kent nonae miz Genver. C'hoarioù gouestlet d'an doueez Compita[1].
Deiziadur kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kreta : ganedigezh sant Titus, belegiet gant Paol abostol.
- Roma : Priscus, beleg; Priscillianus, kloareg; Benedicta, leanez; merzherien dindan Julian.
- Roma : santez Dafrosae, c'hoar sant Flavian merzher.
- Bononia / Bologna (Italia) : Hermetis, Aggaei, Caji, merzherien dindan Maximian.
- Adrumetum / Hamamet, pe Sousa (Afrika) : sent Aquilinus, Geminus, Eugenius, Marcianus, Quinctius, Theodotus, Tryphonus.
- Lingonum / Langres (Galia) : sant Gregor, eskob.
- Reims (Galia) : Rigobert, eskob ha kofesour. 743.
- Gwenvidigezh Anjela Foligno, intañvez e Trede urzh sant Frañsez (XIVvet kantved)
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- sant Gwiniav (VIvet kantved)
- sant Eovael (VIIvet kantved)
- Sant Madeg, abad breton, diskibl da sant Gwenneg ha niz da sant Yuzeg, kendiazezer abati Wormhoudt e Bro-Flandrez gant sant Gwenneg (VIIvet kantved)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ovidius. Fastorum, Henri Le Bonniec. Presses universitaires de France. 1969.