Sudd
Ar Sudd (en Arabeg Sadd, "skoilh") a vez graet eus geunioù divent stummet gant an Nil e Soudan ar Su. Kemm-digemm eo ar vent anezho met, e-pad ar marevezh gleb, e c'hall gorread ar baludeg en em ledañ war ouzhpenn 130 000 km².
Er Sudd e red ar stêr dre ul luziadeg kanolioù diniver a cheñch ar patrom anezho bep bloaz. Kreskiñ a ra ar papiruz eno e bodoù stank e-touez an dour-chag. Darempredet eo al lec'h gant krokodiled ha dourvarc'hed. A-wechoù e vez stummet un enez gant rouestl ar struj met disc'hraet e vez da c'houde.
Tri hent dour pennañ zo evit treuziñ ar c'heun; Ar Bahr-al-Zaraf ("stêr ar jirafenned"), ar Bahr al-Ghazal ("stêr ar gazeled"), hag ar Bahr al-Jabal ("stêr ar Menez"), homañ ziwezhañ eo an hent pennañ a gas d'an Nil Gwenn. Ur skoilh bras-kenañ eo bet ar Sudd evit an holl ergerzherien aet war-glask eien an Nil. Lod a lakaas mizioù a-raok gellout treuziñ.
En e levr The White Nile (an Nil Gwenn) e lavar Alan Moorehead diwar-benn ar Sudd, "N'eus ket e neblec'h all war ar blanedenn ur c'heun ken meurdezuz".