Maria Anna Aostria (1634-1696)
Neuz
- Ur bajenn disheñvelout Maria Anna Aostria zo.
Mariana de Austria (e spagnoleg) , pe Mariana Aostria (Wiener Neustadt, Aostria, 1634 – Palacio de Uceda, Madrid, 1696) a voe rouanez kenseurtez Spagn (1649–1665) evel eil pried ar roue Felipe IV (1605-1665), ha rejantez (1665–1675) evel mamm Carlos II.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prometet e oa bet da priñs Asturiez, Baltasar Carlos, mab da Felipe IV, roue Spagn, met mervel a reas ar priñs yaouank e 1646. Neuze, e-lec'h d'ar mab priñs e voe dimezet Maria Anna d'an tad roue, intañvet daou vloaz a-raok, e 1644, hag a oa 31 bloaz koshoc'h egeti. Graet e voe an eured e miz Here 1649 en Navalcarnero.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil pried Felipe IV e oa. C'hwec'h bugel he doe:
- an infantez Margarita Teresa, ganet en Madrid en 1651 ha marvet en 1673 en Vienna, da 22 vloaz. Dimezet e voe en 1666 da Leopold Iañ an Impalaeriezh santel .
- an infantez María Ambrosia, ganet ha marvet en 1654.
- ur verc'hig marv-ganet, anv ebet dezhi (1656).
- ar priñs Felipe Próspero de Austria, ganet en Madrid en 1657 ha marvet eno en 1661.
- an infant Fernando Tomás de España, ganet en Madrid en 1658, marvet eno en 1659.
- Carlos, ganet en Madrid en 1661, marvet e manati an Escorial en 1700, a voe roue Spagn hag a zimezas div wech:
- da María Luisa de Orleans (1662-1689), merc'h da Fulup Iañ Orleañs, dug Orleañs, breur yaouañ ar roue gall Loeiz XIV
- da Maria Anna von der Pfalz-Neuburg (1667-1740), merc'h da Philipp Wilhelm von der Pfalz (1615–1690) ha d'e eil pried Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt (1635–1709).
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hec'h anv eo a zo bet roet d'an Inizi Mariana.