Ludwig Iañ Bavaria
Ludwig Iañ Bavaria, ganet d'ar 25 a viz Eost 1786 e Strassburg, ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1868 e Nisa, a oa Roue Bavaria adalek 1825 betek Dispac'h 1848 e Alamagn .
Priñs pennhêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Masimilian Iañ Jozeb, roue Bavaria, ha d'e wreg kentañ Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt. En amzer-se e oa e dad en arme c'hall e Strasburg. Filhor e oa d'ar roue gall Loeiz XVI. D'ar 1añ a viz Ebrel 1795 e voe anvet e dad da ren goude marv e eontr, Karl II August, Dug Zweibrücken, evel dug Zweibrücken, ha d'ar 16 a viz C'hwevrer 1799 e teuas da vout priñs-dilenner Bavaria ha Kont Palatin ar Roen, ha Dug Berg pan eas da hesk lignez Pfalz-Sulzbach , da varv an dilenner Karl Theodor, Dilenner Bavaria.
D'ar 1añ a viz Genver 1806 e kemeras an titl a roue Bavaria.
En Here 1810 e timezas da Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854), merc'h da Friedrich Iañ von Sachsen-Hildburghausen ha d'e bried Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz. En deiz-se e voe goueliet an Oktoberfest kentañ e kêr München.
Ludwig a oa enebet ruz ouzh an emglev graet etre e dad ha Napoleon Iañ. Koulskoude en desped d'e zoug enepgall e voe ret dezhañ kemer perzh e brezelioù an impalaer gall gant arme Bavaria en 1806. Evel komandant e oa e penn ar C'hentañ Rannarme Vavarian er VIIvet Korf-arme, dindan ar Marichal François Joseph Lefebvre en 1809[1] E penn e rannarme e oa en Emgann Abensberg d'an 20 a viz Ebrel.[2]. En 1817 e kemeras Ludwig perzh e diskar ar C'hentañ Ministr, ar C'hont Maximilian von Montgelas.
Kemer a reas ar gurunenn war-lerc'h e dad e 1825.
Roue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Harpañ a reas Bro-C'hres da vout dizalc'h hag e vab Otto eo a zeuas da vout kentañ roue Gres en 1832. Goude dispac'h gall 1830 e troas da roue garv. Ne oa ket karet abalamour d'e zarempred gant Lola Montez, ma voe ret dezhañ dilezel ar gurunenn e miz Meurzh 1848 d'h reiñ d'e vab Masimilian.
Beziet eo bet en abati Saint-Boniface e Munich.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe e 1810 da Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854), merc'h d'an Dug Friedrich Iañ von Sachsen-Hildburghausen ha d'e bried Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz. Nav bugel o doe:
- Masimilian II (1811–1864),
- dimezet e 1842 da Marie Friederike von Preußen (1825–1889)
- Mathilde Karoline Bavaria (1813–1862)
- dimezet e 1833 da Ludwig III von Hessen-Darmstadt, dug-meur Hessen (1806–1877)
- Otto Iañ (Roue Gres) (1815–1867)
- dimezet e 1836 da Amalie von Oldenburg (1818–1875)
- Theodolinde Charlotte Luise (1816–1817), marvet da 1 bloaz,
- Luitpold, priñs-rejant Bavaria (1821–1912)
- dimezet e 1844 da Auguste Ferdinande Aostria (1825–1864)
- Adelgunde Auguste Charlotte (1823–1914) ** dimezet e 1842 d'an arc'hdug Franesco V Aostria-Modena (1819–1875)
- Hildegard Louise Charlotte (1825–1864)
- dimezet e 1844 da Albrecht Friedrich Aostria (1817–1895)
- Alexandra Amalie (1826–1875), a chomas dizimez, skrivagnerez;
- Adalbert Wilhelm (1828–1875)
- dimezet e 1856 d'an infantez spagnol Amalia del Pilar (1834–1905)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bowden, Scotty & Tarbox, Charlie. Armies on the Danube 1809. Arlington, Texas: Empire Games Press, 1980. 61.
- ↑ Petre, F. Loraine. Napoleon and the Archduke Charles. New York: Hippocrene Books, (1909) 1976. 134.