Legio VI Victrix
Legio VI Victrix[1] a oa ul lejion roman bet staliet en Enez-Vreizh eus 120 da 402 goude J.-K.
Un tarv en e gluch e oa arouez al lejion, moarvat.
War a seblant, al lejion-se a oa bet savet e bro Spagn, mes n'ouzer ker resis pe e oa gant Pompeius pe gant Julius Caesar.
E deroù miz Eost -47 e kemeras perzh en emgann Zela e rouantelezh ar Pont gant Julius Caesar. Re gozh al lejion a voe kinniget dezho douaroù e Arelate (Arle). Abalamour da se eo bet diazezet an drevadennad Arle gant Tiberius Claudius Nero e-kerzh an diskar-amzer -46 evit ar Sextani, ar re gozh eus Legio VI Victrix.
Kemer a ra al Legio VI perzh e peoc'hadur bro Spagn, eus -29 a -19. Un drevadennad a voe diazezet evit ar soudarded kozh e Caesar Augusta (Zaragoza).
Un drevadenn all, Colonia Iulia (Augusta) Aquae (Sextiae) (Aix-en-Provence) a voe diazezet gant Octavius (an impalaer Augustus)
Chom e reas al lejion e bro Spagn betek 68, pa'z eas a-du gant Galba, hag a savas ul lejion all evit e harpañ, al Legio VII.
Goude ar brezel diabarzh e oa staliet al lejion e Novaesium (Neuss), war ar Roen, eus 70 da 105.
Dilec'hiet e oa bet da Vetera (Xanten) eus 105 da 120 ha 127.
Kaset e oa bet gant an impalaer Hadrian er bloaz 120 evit difenn bevennoù hanternoz proviñs Britannia, goude ma oa bet faezhet Legio IX Hispania gant Bretoned an hanternoz. Laket e oa en karg da sevel ar voger etre ar rannvro roman hag ar broioù barbar.
Eburacum (York) e oa ar penngarter. Ar jeneral a veze graet Dux Britanniarum anezhañ.
Dilec'hiet eo bet gant Stilichon er bloaz 402 evit difenn Italia diouzh ar Wizigoted.
Ne zeuio ket ken da Vreizh Veur en-dro.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins Adkins, Lesley. Handbook to Life in Ancient Rome, Sonlight Christian, 2004, (ISBN 0-8160-5026-0) pp. 55 ha 61).