Mont d’an endalc’had

Kafe

Eus Wikipedia

Ar c'hafe zo ur blantenn, ur vrousgwezenn eus ar genad Coffea hag a ro greun, ha gant ar greun-se e vez graet un evaj hag a zo dezhañ efedoù bredoberiant.

Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioù trovanel ha krouet ez eus bet plantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet.

Bleunioù plant-kafe(Coffea Arabica) - Brazil
Seier kafe. An tri war-benn zo en jut. Hini Tanzania (en traoñ) zo en sisal.

Dont a reas ar ger en Europa dre ar ger turkek kahve, deuet eus ar ger arabek قهو, qahweh. Dont a ra ar ger arabek pe eus anv Rouantelezh Kaffa e Kornog Etiopia, ma veze gounezet kafe, pe eus berradur an droienn qahwat al-būnn, a zo "gwin ar favenn " en arabeg.

Gwrez ha disheol war un dro a blij d'ar c'hafe. Gwelloc'h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez-kafe ha gwelloc'h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc'h egeto ha gant delioù padus. Meur a spesad a vez kavet e-barzh ar genad Coffea, met Coffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ. Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e-lec'h ma n'haller ket gounit an arabica. An eil spesad gounezet a zo Coffea robusta.
An holl gwez-kafe a ro frouezh bouedek, roz pe limestra, hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez.

Istor ar c'hafe

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh en Abisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved.
Ur mollah, Chadelih e anv, a gejas gant ur mesaer bihan, Kaldi, en doa merzet e oa birvilh en e c'hivri pa zebrent delioù eus ur vrousgwezenn dibar. Ar mollah, p'en doa debret greun ar vrousgwezenn, a santas e spered lemmoc'h hag a gomprenas e vije mat tennañ gounid eus ar blantenn-se. Setu perak e vez gounezet kafe e-leizh en Etiopia hag e Yemen en tu all d'ar Mor ruz. Er broioù muzulman eo seul brizietoc'h ha diorroetoc'h an evaj ma vez difennet an alkool gant an Islam. En Europa, e-pad ar Grennamzer, ne oa anavezet ar c'hafe nemet evel ul louzoù. E Kergustentin, aloubet gant an Durked e 1453, e voe digoret an ostaliri-gafe gentañ. E 1669 eo e voe asantet gant ar roue gall Loeiz XIV evañ dour tomm diwar ar greun profet dezhañ gant ar Sultan Soliman Aga. Gant ar Sikiliad Procopio Cutelli e voe staliet kentañ kafedi Pariz, a zo war un dro ar c'hentañ hag an hini koshañ digoret e Bro-C'hall, pa 'z eo digor an ti dindan an anv Procope c'hoazh. En em ledañ a reas ar c'hiz en XVIIIvet kantved, ha "likor ar spered" a voe graet eus ar c'hafe gant ar prederour Denis Diderot er pennad diwar-benn ar c'hafe en Encyclopédie). Gant ar c'hafe ez eus bet harpet meur a lenneg da chom gouest da labourat deizioù ha nozvezhioù-pad. Hiziv eo deuet an evañ kafe da vezañ ul lid sokial e meur a lec'h hag e meur a embregerezh.

Penaos e vez fardet an evaj?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tasad kafe
Kafe dienn

Tennet e vez ar greun kafe eus ar vouedenn ha sec'het war-lerc'h. Kaset e vezont neuze da grazañ, da lavarout eo da dommañ, d'ur stal a vez graet ur grazerez anezhi, a c'hall bezañ pe ul labouradeg pe ur stal-genwerzh vihan. Dre-se e teuont da vezañ mouk ha frond a sav diwarno. Goude-se e vezont malet.

Evit kaout evaj eo ret lakaat ar c'hafe malet da c'hlec'hiañ e-barzh dour tomm, met pevar doare pennañ all a vez kavet :

  • ar c'hafe turk (pe gresian) : lakaet e vez an dour da virviñ gant ar c'hafe malet munut. An doare koshañ d'ober eo;
  • ar c'hafe silet : skuilhet e vez dour tomm war ar c'hafe a zo bet malet ha laket en ur sil, a c'hell beza graet pe e paper pe e danvez (kotoñs peurvuiañ) pe e metal zoken;
  • ar c'hafe expresso (pe an expresso) : lakaet e vez dour berv dindan gwask da dremen e-barzh ar c'hafe malet
  • ar ristretto, anezhañ kafe berroc'h eget an "expresso", da lavaret eo gant nebeutoc'h a zour kaset e-barzh ar c'hafe.

A-benn gallout evañ ar gwellañ kafe eo ret malañ anezhañ, tre a-raok ar glec'hiañ, met kavet e vez bremañ kafe malet da werzhañ, e sac'hadoù bihan graet ar goullo enne, aesoc'h da embreger.

Doareoù buanoc'h zo da aozañ un tasad kafe:

  • ober kafe prim-ha-prim : n'eus nemet lakaat poultr-kafe en un tasad dour tomm;
  • c'hoari gant un ardivink-kafe : mekanikoù zo, kement hag un armel a-wechoù, a ziskenn kafe e tasoù. Peurliesañ e vez lakaet an ardivink da vont en-dro dre silañ pezhioù-moneiz e-barzh.

An anaoudeien, anezho tud troet gant evañ ar gwellañ kafe a c'heller da gaout, ne vezont ket plijet gant ar seurt doareoù : dezho o n'eus ket a wir kafe ma n'eo ket graet diwar greun nevez valet hag en ur pod-kafe.

Petra a vez lakaet gant lod en o c'hafe?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer lakaat meur a dra en un tasad kafe a-benn reiñ blaz dezhañ:

Darn a blij dezho lakaat hini kreñv a bep seurt e-barzh (rom, wiski, lagout-chistr e Breizh gwechall).

Tud zo a ra "espresso" eus ar c'hafe marc'h.

A bep seurt anvioù a vez graet eus ar c'hafe, hervez an dro:

  • kafe marc'h pa vez kreñv
  • rouzig, pipi du, zo anvioù all graet eus ar c'hafe,(pipi wenn o vezañ kafe dre laezh)
  • pa vez lakaet wiski (eus Iwerzhon peurvuiañ) gant koaven e vez graet Irish coffee, e saozneg, eus an evaj, ha kafe e-giz Iwerzhon e brezhoneg;
  • pa vez sklaer ar c'hafe e vez graet meur a anv anezhañ:

Un evaj tomm eo ar c'hafe dreist-holl. Koulskoude e vez aozet muioc'h-mui a evajoù yen-tre gant kafe e-barzh.

N'eo ket an holl a gav mat blaz ar c'hafe natur, hep lakaat netra ennañ, un evaj ken kreñv ha ken c'hwerv evel ma'z eo.




Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kafe er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Te

Mate

Te ruz