Idomeneüs
Idomeneüs (Ἰδομενεύς / Idomeneús e gregach) a oa mab da z-Deukalion ha mab-bihan d'ar roue Minos a rene e Kreta.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Medea
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un deiz e rankas Idomeneüs lakaat peoc'h etre Thetis ha Medeia a oa tabut etrezo da c'houzout pehini anezho e oa ar goantañ. Hag eñ mont a-du gant Thetis. Medea, droug enni, a daolas he mallozh warnañ ha war e ouenn. Abaoe an deiz-se n'hall ket tud Kreta lavarout gwir ken.
Dorn Elena
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Idomeneüs ivez a glaskas dorn Elena Troia, ha sot-nay e oa ganti, met siwazh dezhañ ez eas ar goantenn gant Menelaos[1],[2].
Brezel Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er brezel-se, hervez an Ilias, e lazhas Asios, mab da Hyrtakos hag Arisbe. Difenn a reas al listri hellazat diouzh Deifobos hag Aineias. Edo ivez e-touez an harozed kuzhet e marc'h Troia, pa gemerjont kêr[3], hag e-touez ar varnerien a rannas armoù Ac'hilleüs, hervez an Odysseia.
Distro eus Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eñ an hini a oa e penn soudarded Kreta e Troia gant pevar-ugent lestr. Goude kemeret Troia, ha kemeret e lod eus ar preizh, e tistroas da Greta nemet tapet e voe e lestr er gorventenn. Gouestlañ a reas aberzhiñ d'an doue Poseidon, ma c'halle degouezhout er gêr, kentañ bev a welje war aod Kreta. Tevel a reas ar gorventenn, erruout er porzh, ma kavas e vab, a oa bet kemennet. Glac'haret e voe Idomeneüs. Met fellout a reas dezhañ seveniñ e bromesa hag aberzhiñ e vab. Darn eus an oberourien gozh a skrivas e voe graet an aberzh, re all e savas ar bobl da zifenn ar priñs yaouank ha d'e dennañ digant an tad fuloret.
Euzhiñ a reas ar bobl, en em sevel a-enep ar roue, hag ober dezhañ tec'hel. En em dennañ a reas war aod Hesperia ma tiazezas Salento, hag eno e lakaas lezennoù e dad-kozh Minos da dalvezout. Goude e varv e voe lakaet da haroz gant ar bobl.
Pausanias a skriv en deus gwelet e skeudenn en ur c'hizelladur ma touge ur c'hilhog war e skoed, evel diskennad eus Helios.
Er Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un istor damheñvel a gaver er Bibl, gant istor ar barner Jefte, en doa prometet da Jehovah reiñ dezhañ d'e servij kentañ den a deuje d'e vetek pa zistroje d'ar gêr ma vije roet an trec'h dezhañ war an Ammonited. Trec'h e voe ha kentañ den a deuas e oa e verc'h a ouestlas he buhez da servij Doue Israel.
Kontadennoù-pobl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a gontadenn e kaver istor aberzh an hini kentañ gwelet o tont e-maez an ti, kenkoulz gant Grimm pe Fañch an Uhel(Daveoù a vank).
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Idomeneo, re di Creta, c'hoarigan gant Wolfgang Amadeus Mozart, skrid italianek anvet "Dramma per musica in tre atti" gant ar beleg Giambattista Varesco, tennet eus ur skrid all heñvelanvet gant Antoine Danchet evit an Tragédie-lyrique Idoménée gant André Campra, e Pariz, e 1712.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hyginus, Fabula, 81.
- ↑ Hesiodos, Katalog ar Maouezed, rann 68.
- ↑ Kointos Smyrnaeos, Posthomerica, levrenn XII, 314 ss.