Galiza
Comunidade Autónoma de Galicia Comunidade Autónoma de Galiza Comunidad Autónoma de Galicia | |||||
| |||||
Kan broadel | Queixumes dos Pinos | ||||
Yezhoù ofisiel | Galizeg Kastilhaneg | ||||
Kêr-benn | Santiago de Compostela | ||||
Prezidant | Alberto Núñez Feijóo | ||||
Gorread | 29 574 km² | ||||
Poblañs • Stankter |
2 748 695 (2014) 92.36/km² |
Galiza pe Galisia[1] (a-wezhioù Kalaika pe Kalaikia) zo ur vro en hanternoz da Bortugal, e gwalarn Spagn. Bez' eo unan eus ar broadoù hep stad en Europa.
Galiza zo ur gumuniezh emren gant ur statud a gumuniezh istorel, lec’hiet e gwalarn-pellañ Spagn. Asturiez, Castilla y León, Portugal, ar Meurvor Atlantel ha mor Kantabria zo tro dezhi. 29 574 km2 eo he gorread ha 2 748 695 den a oa o chom enni e 2014.
Galiza zo peder froviñs (provincia e galizeg) enni: A Coruña, Lugo, Ourense ha Pontevedra. Santiago de Compostela eo kêr-benn ar gumuniezh emren.
Anvadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an Henamzer hon eus dalc'het menegoù gresim eus "Kallaikia" (καλλαικια) hag eus e annezidi "kallaikoi" (καλλαικoι), alese an anv brezhonek lennegel, "Kalaikia". Aet e oa an anv da "Gallaecia" er mare roman. Er Grennamzer e teuas da vezañ ur rouantelezh dizalc'h dindan an anv "Reyno de Galicia", aet da lodenn eus Rouantelezh León war-lerc'h, daoust ma talc'has da vezañ anvet rouantelezh (Reyno de Galicia) betek an XIXvet kantved, pa voe krouet, dindan an hollveliegezh, ar rannvroioù kalaikat a-vremañ (1833) hag e voe bodet dindan kurunenn Spagn Rouantelezhioù broioù Spagn ("las Españas"). Etre an Henamzer hag ar Grennamzer, e voe anvet Suevia ivez, abalamour d'an alouberien c'herman anvet Sueved pe Suaved.
E brezhoneg eo bet implijet an anv Kalaikia evit envel ar vro a vremañ adal Frañsez Vallée da nebeutañ. Kavet e vez e geriadurioù Frañsez Vallée eta, pe Roparz Hemon, ha Youenn Drezen a ra gant ar ger "Kalaikiad" deveret eus ar stumm-mañ e Sizhun ar breur Arturo[2]. Yann Jaouen a ra gant ar ger-se ivez en e droidigezhioù diwar Manuel María, sevenet e 1973[3] dindan renerezh Per Denez.
Ar skrivagner Koulizh Kedez a ra gant ur stumm eeunaet diwar an hevelep gwrizienn : Kalaika.
Dindan bluenn Per Denez e kaver Galaïka ha, nevesoc'h 'zo, Galisia.
Galisia zo bet kavet e-pad pell er skridoù hag e geriadur Roparz Hemon embannet gant Al Liamm koulz hag e geriadur Frañsez Favereau.
Ar gallekadur ar Galis pe bro Galis a vez kavet ivez e geriadur F. Favereau e kichen ar stumm Galisia.
Galiza, ar stumm nevesañ e brezhoneg, testeniekaet adalek 1996 er c'helaouennoù Hor Yezh hag Al Liamm, a gaver e geriadur hollvrezhonek An Here. Amprestet digant ur stumm galizek deuet en-dro e lizhiri ar yezh-se en XXvet kantved diwar ar portugaleg ha galizeg-ha-louzitaneg ar Grennamzer, ha bet degemeret e reoliekadur ar galizeg (diouzh al lezenn) e 2003 evel adstumm; lakaet e vez gant lod da vezañ ar stumm galizek "gwir" enep ar stumm Galicia a vefe da lakaat da gastilhanegadur, daoust ma'z eo testeniekaet mat er yezh abaoe ar Grennamzer. Gant ar stumm-se eo bet troet ar ger Galicia implijet gant Claudio Rodríguez Fer, e troidigezh e levr Muioc'h kalz eget mil bloaz,[4].
Yezhoù ofisiel Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galiza zo 29 574 km2 he gorread (hogozik evel Belgia) hag hec’h aodoù zo 1 300 km a hed. Da vare ar Romaned e oa barregezhioù pouezus enni : aour, arc’hant ha staen. Galiza zo bevennet en norzh hag er c’hornôg gant ar Mor atlantel, er reter gant dibenn an aridennad menezioù zo war aodoù Kantabria, (Os Ancares) hag er mervent gant dibenn ar stêr Miño, a ya an tamm dibenn anezhi d’ober ar vevenn etre an div vro. Ur vro c’hlas eo-hi, gant un hinad meurvorel.
Ar vro zo 4 froviñs enni, 53 c’hanton (comarcas), 316 kumun (concellos), 3847 parrez ha 31 855 kêriadenn (aldeas) ( 63 613 kêriadenn en holl zo Spagn). Ar barrez eo ar rann velestradurel bouezusañ evit ar C’halisianed. Pa vez goulennet digant ur Galisian eus pelec'h e teu e repont deoc'h gant anv e barrez peurliesañ.
Ar parrezioù-se zo bet krouet gant ar Sueved, ur bobl c’herman a ziazezas unan eus rouantelezh kristen kentañ Europa war-dro 410. An diell « Parochiale Suevorum », zo deiziataet eus 569, a ro dimp da c'houzout e oa ar barrez un aozadur melestradurel d'ar mare-se dija.
Kêrioù Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Galiza n’eus meurgêr ebet e penn an tiriad evel e rannvroioù all eus Spagn. Meur a gêr etre, evit gwir, zo er vro :
- Vigo (300 000 annezad)
- A Coruña (250 000 annezad)
- Ourense (110 000 annezad)
- Santiago de Compostela (90 000 annezad)
- Lugo (90 000 annezad)
- Ferrol (80 000 annezad)
- Pontevedra (80 000 annezad)
- Vilagarcía de Arousa (35 000 annezad)
- Narón (35 000 annezad)
- Redondela (30 000 annezad)
- Monforte de Lemos (20 000 annezad)
- Lalín (20 000 annezad)
- Viveiro (16 000 annezad)
- A Rúa de Valdeorras (5000 annezad)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelet Istor Galiza
Gallaeci e oa anv ar pobloù a oa o vevañ er vro-se, hervez ar skrivagnerien gozh. Galiza zo bet savet hec’h anv diwar anv ar poploù-se. Deuet e oa Gallaecia da vezañ ur proviñs roman a oa emren a-walc'h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-uan (Braga, Lugo hag Astorga).
E-kerzh dekvloavezhioù diwezhañ an Impalaeriezh roman, e deroù aloubidigezhioù kentañ ar C'hermaned, e oa en em gavet Sueved, ur bobl a veve etre Roen ha Danav, el ledenez iberek e 409, asambles gant meuriadoù german all. Padout a reas rouantelezh ar Sueved hogozik daou gantved (409-585) a-raok dont da vezañ ul lodenn eus rouantelezh ar Wizigoted.
Rouantelezh Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubet e oa bet Gallaecia gant ar Romaned (137-22 a-raok J.-K.) dre ma oa puilh ar c'hailh enni. An hentoù roman, ar pontoù (Bibei, Ourense), ar mogeradurioù (Lugo) hag ar stalioù labour-douar bet savet tro-dro d’ar c’henkizoù roman a lakaas tamm-ha-tamm dremm ar vro da cheñch. Dont a reas Gallaecia da vezañ ur proviñs roman dizalc’h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-unan : Braga, Lugo hag Astorga. Ar galizeg a chom hiziv an deiz ar roud heverkañ chomet war-lerc’h ar Romaned.
Relijiusted ar bobl a voe lakaet tamm-ha-tamm da cheñch gant ar relijion gristen, ha pa chomfe roud anezhi e mitoù, e lidoù hag e arouezioù fonnus-tre. Er IVe kantved e voe savet an eskoptioù kentañ ha kredenn Priscillian a rae berzh-kaer war ar maez. Tamallet e voe Priscillian da vezañ achantour ha da aozañ dirolladegoù revel hag e-se e voe lakaet d’ar marv. Lakaet e voe da verzher e Gallaecia, ken e nac’has eskibien Galiza lakaat diskibled Priscillian heñvel ouzh merzherien, e-kerzh sened Toledo e 396.
E 425-426 o doa kaset ar Vandaled, ur bobl c’herman all, ar Sueved war-dreñv hag en em staliañ a rejont ivez e Galiza. Goude bezañ brezelekaet da gentañ e oa en em unanet Galiziz, Sueved ha Vandaled, ha diazezet o doa ur rouantelezh hag a badas war-dro ur c’hantved hanter. Da c’houde, e 585, e stagas roue ar Vizigoted, Leovigild rouantelezh suevat Galiza ouzh e rouantelezh. Dont a reas ar rouantelezh suevat neuze da vezañ ur rann velestradurel eus rouantelezh ar Vizigoted. E-kerzh ar c’hantvedoù war-lerc'h en em unanas ar pobloù disheñvel a oa o vevañ e Galiza, da lavaret eo ar C'haliziz-Romaned, ar Sueved, ar Vandaled hag ar Vizigoted, ken war an dachenn gevredigezhel ken war an dachenn yezhel ha kreñvaet e voe ganto o rouantelezh goude. Un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Galiza, en em lede a-hed aod kornôg al ledenez pe dost (norzh Portugal hiziv an deiz). E 711 e lakaas an Arabed termen da aotrouniezh ar Vizigoted war al ledenez iberek. Ne voe ket bras avat levezon an Arabed war Galiza.
War dachenn ar yezh o doa kreñvaet Galiziz o yezh, ar galizeg, a voe kaset war-raok n’eo ket hepken e norzh Galiza (Kumuniezh emren Galiza hiziv), met ivez e su Galiza a-bezh (norzh Portugal hiziv an deiz). A-hed ar Grennamzer e veze graet gant an hevelep yezh e norzh Galiza hag e Su Galiza. Ar Río Miño, a zisparti norzh Galiza ha su Galiza (norzh Portugal hiziv), a oa e-kreiz an dachenn ma veze graet gant ar yezh voutin, da lavaret ar galizeg-portugaleg.
Ar galizeg, ur yezh hag ur sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar galizeg hag ar portugaleg zo anezho div yezh roman deveret eus ar “galaico-portugués” (galizeg-portugaleg), a oa deveret, eñ ivez, eus al latin a veze komzet du-hont er Grennamzer. Krouet e oa bet ul lennegezh puilh war-lerc’h er yezh-se er Grennamzer ha deveret e oa bet an div yezh a vez graet ganto bremañ anezhi : ar galizeg hag ar portugaleg. Peuzheñvel eo an div yezh-se.
Hervez ul luskad yezhoniourien ez eo ar galizeg hag ar portugaleg daou zoare eus an hevelep yezh a reer gallego-luso-brasileiro diouti. Diforc'hioù zo etre ar galizeg ofisiel hag ar portugaleg ofisiel dre ma'z eo bet kastilhanekaet ar galizeg. (an doare nemetañ eus ar galaico-portugués a vez reizhskrivet hogozik evel ar c'hastilhaneg). E gwirionez, hervez kalz a yezhoniourien, ez eus kement a zifoc’hioù etre ar galizeg hag ar portugaleg komzet war-bouez nebeut hag etre an div rannvyezh nederlandeg komzet : an nederlaneg (a vez komzet en Izelvroioù) hag ar flandrezeg (a vez komzet e Belgia). Peurheñvel e vez skrivet an div yezh-se avat. Galiziz ha Portugaled a c’hall intent komzoù an eil re hag ar re all eta.
Nevez zo ez eo bet kavet ar skrid galizek koshañ anavezet. Skrivet e oa bet er bloavezh 1228 hag anvet eo « Foro do bo burgo do Castro Caldelas ». Roet e oa bet gant Alfonso IX, roue León, e miz Here eus ar bloavezh-se, da kêr Ourense (proviñs Allariz).
Goude ma oa aet ar sevenadur war e ziskar e-pad ar marevezh modern e oa deuet en-dro ar galizeg hag al lennegezh galizek war wel gant adc’hanidigezh an XIXvet kantved, a reer « Rexurdimento » diouti, ha gant ar marevezh « Nos » (« Ni ») en drederenn gentañ eus an XXvet kantved. Daoust ma oa bet ehanet an argerzhadur-se, abalamour da vrezel diabarzh Spagn ha da ziktatouriezh Franco, en deus adkemeret sevenadur Galiza e greñv abaoe ar bloavezhioù naontek kant hag hanter-kant. E 1981, da lavaret eo abaoe m’eo emren Galiza, eo deuet ar galizeg da vezañ yezh ofisiel gant ar c’hastilhaneg e Galiza.
Kelennet e vez galizeg er skolioù kentañ derez hag ur gedyezh a bouez eo ar galizeg er skolioù eil derez kerkoulz hag en teir skol-veur zo e Galiza : skol-veur Santiago de Compostela (gant he c’hampus e Lugo), skol-veur A Coruña (gant he c’hampus e Ferrol ha skol-veur Vigo (gant he daou gampus, en Ourense hag e Pontevedra).
Galiziz vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivagnerien hag arzourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Castelao, Rianxo (1886-1950), skrivagner, kazetenner ha ludresadenner evit ar gelaouenn Nos.
- Camilo José Cela, skrivagner ha priz Nobel al lennegezh
- Ramón María del Valle-Inclán
- Rosalía de Castro
- Manuel Curros Enríquez
- Ignacio Ramonet, Redondela, rener ar gazetenn Monde diplomatique
- Ramón Chao, skrivagner, kazetenner
- María Casares Pérez, A Corogne, 1922 - Pariz, 1996 - arzourez
- Fernando Casado Arambillet, a reer Fernando Rey anezhañ, A Coruña, 1917 - Madrid, 1994 - Aktour
- Emilia Pardo Bazán
- Gonzalo Torrente Ballester, Ferrol (1910-1999)
- Caroline Otero, a reer La Belle Otero anezhi (Ponte Valga, 1868 - Nisa, 1965)
- Cristina Pato, sonerez
- Daniel Bellón, soner
- Anxo Lorenzo, soner
- Carlos Núñez, soner
- Susana Seivane, sonerez
- Alfredo Pirucha
- Julio Iglesias, zo bet ganet e Madrid, kaner.
- Juan Pardo, zo bet ganet e Palma de Majorque, kaner.
- Vicente Risco, skrivagner.
- Manuel Rivas, skrivagner, bet ganet e 1957 en A Coruña.
Politikourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Francisco Franco, Ferrol (1892-1975), jeneral ha Penn-ar-Stad (Caudillo de Espana).
- Pablo Iglesias Posse, Ferrol (1850-1925), diazezour PSOE – Strollad sokialour micherour Spagn hag UGT.
- Concepción Arenal, Ferrol (1820-1893), unan eus ar maouezed o doa roet lusk d'ar wregelouriezh e Spagn
- José Calvo Sotelo, Tui (1893-1936) a oa ur politikour spagnol roueelour a bouez a-raok
brezel diabarzh Spagn.
- Raúl Alfonsín, prezidant kentañ Arc’hantina [1983-1989]
- Mariano Rajoy, prezidant Strollad ar Bobl abaoe 2004.
- Manuel Fraga, bet ministr da vare Franco, unan eus tadoù Bonreizh Spagn 1978, prezidant Kumuniezh emren Galiza etre 1979 ha 2005.
- Emilio Pérez Touriño, sokialour, prezidant Kumuniezh emren Galiza 2005 - 2009.
- Loly Bolay, prezidantez Kuzul-meur ar Republik ha kanton Genève 2007.
Sportourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- David Cal, kampion roeñverezh ar bed (C1)
- Iván Raña, kampion triatlon Europa hag ar Bed
- Javier Gomez Noya, Beskampion triatlon ar Bed, kampion triatlon Europa. Gounezet eo bet gantañ troiad triatlon Kib ar Bed
- Óscar Pereiro, reder war varc’h-houarn, bet gounezet gantañ Tro Frañs e 2005
Bugale Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]« Morse n’eo bet Penn-ar-bed dibenn ar bed evit Galiziz, ar penn a-raok anezhañ ne lavaran ket", gouez da Raúl Alfonsín, prezidant kentañ dilennet Arc’hantina ha mab d’ur Galizad.
Galiziz a-leizh o deus kuitaet o bro evit mont da Amerika ha da Europa goude, hag un nebeud anezho zo brudet o bugale.
- Manu Chao, kaner, mab d’ur Galizad (Ramón Chao) ha d’un Euskaradez, zo bet ganet e Pariz.
- José Doval, a reer José Garcia anezhañ, mab da C’haliziz, zo bet ganet e Pariz. Aktour eo.
- Gabriel García Márquez, mab-bihan da C’haliziz
- Bernardino Rivadavia, kentañ prezidant Arc’hantina 1780-1845, kabiten « Tercio de Gallegos » adalek 1807.
- Pedro Benito Cambón, diazezour San Francisco
- Jorge Lorenzo, reder war varc'h-tan, mab d’ur Galizad (genidik eus Porto do Son)
- Fidel Castro, zo bet ganet e Kuba, mab d’ur Galizad genidik eus Lancara. Prezidant Kuba 1959-2008.
- Niki Lauda, mab-bihan d’ur Galizad (José Lauda Soto) genidik eus Loña do Monte
- Raúl Alfonsín, bet prezidant Arc’hantina, mab d’ur Galizad genidik eus Ribadumia
- Nélida Piñón, mec’h da C’haliziz (Brazil)
- Rubén Blades, mab da C’haliziz (Panama)
- Ramón Estévez, a reer Martin Sheen anezhañ, mab da C’haliziz genidik eus Parderrubias
- Adolfo Pérez Esquivel, priz Nobel ar Peoc’h, zo bet ganet e Buenos Aires. Mab da C’haliziz genidik eus Combarro eo.
- Fernando Caldeiro, a reer Frank Caldeiro anezhañ, astraer gant NASA, zo bet ganet e Buenos Aires. Ur mab-bihan da C’haliziz genidik eus Devesela
- Luís Vaz de Camões, barzh brasañ Portugal an XVIvet kantved (1524-1580). E Lisboa e vije bet ganet ar barzh-se a vez graet dave d’e oberoù e Portugal. Mab e oa da Simão Vaz de Camões, un denjentil eus ti ar roue hag a oa genidik e familh eus Galiza.
- Miguel de Cervantes Saavedra, anavezet dreist-holl evit e levr Don Kic’hote, zo Saavedra anv e vamm, a oa genidik eus Galiza.
- Fernando Torres, footballer spagnol, zo Galizad e dad.
- Mike Castro de Maria, mab da C’haliziz
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Hemon, 1993
- ↑ p.24 emb. Al Liamm, Sant-Brieg, 1990 — embannadur kentañ e kelaouenn Al Liamm niv.14, 1949
- ↑ Embannet e niverenn gentañ ar gelaouenn Skrid hag adembannet gant Hor Yezh, 1996
- ↑ Troidigezh gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez, Skrid, Mouladurioù Hor Yezh, 2000.
Lenn ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kumuniezhioù emren Spagn
- Roll prezidanted Galiza
- Proviñsoù Spagn
- Santiago de Compostela
- ardamez Galiza
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn Xunta de Galicia, gouarnamant emren
- Via Michelin : kartenn eus Galiza
- Lec'hienn Xunta evit brudañ an touristerezh e Galiza, doare gallek, lec'hienn klok a-walc’h
- Banniel Galiza, istor