Falskeloù
Falskeloù, falskeleier a reer eus keleier faos (fake news e saozneg) skignet a-ratozh evit touellañ an dud pe o merañ. Efedoù gwir o devez , evite da vezañ diazezet war traoù faos.
Despizadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lezenn 1881 e Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mellad 27 lezenn 1881 war frankiz ar wask[1] ez eus anv eus ar falskeloù. Hervez ar mellad-se,ar falskeloù zo keleier faos, pe aozet, pe falset a-ratozh, pe lakaet war gont un den all dre c’haou. Kastizet e vez embann, skignañ pe eiladiñ falskeloù.
Article 19
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Article 19, un aozadur breizhveuriat nann-gouarnamantel ha bedel a zifenn ar frankiz ezteurel, e ranker komz eus diskelaouiñ kentoc’h eget eus falskeloù[2]. Diskelaouiñ zo kement hag embann keleier a zo faos hag aozet evit touellañ ur boblañs. Diskelaouiñ n’eo ket heñvel ouzh gwallgelaouiñ, a zo skignañ keleier faos a ranner hep gouzout ez int faos.
ABU
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un danevell embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) e 2021 n’eus ket tu da vesklañ an digelaouiñ gant ar gwallgelaouiñ : digelaouiñ a dalv skignañ a-ratozh keleier faos e-sell d'ober ur gaou sokial grevus, ha gwallgelaouiñ a dalv skignañ keleier faos hep gouzout ez int faos[3].
UNESCO
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar Sevenadur (UNESCO) e vez implijet peurliesañ an digelaouiñ evit ober anv eus arnodennoù graet a-ratozh kaer (alies aozet zoken) da zegas kemmesk pa da verañ an dud o reiñ titouroù faos dezho[4].
Dre ar rouedadoù sokial dreist-holl pe o servijoù postelerezh e vez skignet an digelaouiñ hag ar gwallgelaouiñ. Abalamour da se e ranker prederiañ diwar-benn reoliñ hag emreoliñ an embregerezhioù a ginnig ar servijoù-se.
Kengor Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2018 ez eo bet termenet an digelaouiñ gant Kengor Europaevel « keleier gwiriadus faos pe touellus » hag a zo :
- war un dro « krouet, kinniget ha skignet evit gounit arc’hant pe touellañ an dud »;
- hag a c’hall war un dro all « degas distruj foran » evit ober « gourdrouz a-enep an argerzhoù politikel demokratel, a-enep an argerzhoù sevel politikerezhioù hag a-enep madoù an holl evel gwareziñ yec’hed keoded Unvaniezh Europa, an endro pe ar surentez »[5].
Evit Kengor Europa, embann fazioù, evezhiadennoù pe geleier tuet en un doare sklaer n’eo ket digelaouiñ ; n’eo ket digelaouiñ kennebeut ar bruderezh touellus, ar flemmskridoù pe al luadennoù.
CLEMI
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar Greizenn evit an deskadurezh war ar mediaoù hag ar c'helaouiñ (Centre de liaison de l'enseignement et des médias d'information, CLEI), ur rann eus ministerezh an Deskadurezh Stad e Frañs, evit komz eus falskeloù e ranker er penn-kentañ prederiañ diwar-benn petra eo ar c’heleier[6]. Neuze e vefe ar c’helaouiñ un "stalon" pe an dave da-geñver ar pezh a zo ur forc’hadezh bras pe bihan o tegas d’ober anv eus gwallgelaouiñ pe digelaouiñ.
IFLA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2017, Kevread etrebroadel al levraouegoù (International Federation of Library Associations and Institutions, IFLA) en deus divizet e oa e-touez palioù al levraouegerien stummañ implijerien al levraouegoù diwar-benn an deskadurezh war ar media hag ar c'helaouiñ[7]. Anat eo bet an diviz-se pan eo bet embannet gant geriadurioù Oxford e oa « post-truth » (gwirionez goude ar wirionez) ger ar bloavezh 2016.
Embannet o deus ur stlenngrafenn a zispleg penaos anavezout falskeloù[8].
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Falskeleier a oa bet embannet a-enep ar c'habiten Alfred Dreyfus en XIXvet kantved.
Tud zo a nac'h ez eus bet eus ar Shoah.
Evit talañ ouzh ar gevier e bed ar bruderezh ez eus a-baoe 2008 un aozadur anvet Juri dleadoniezh ar bruderezh a zo stag ouzh Aotrouniezh reoliñ micherel ar bruderezh[9]. Klemmoù an dud a vez resevet gantañ hag ouzhpenn 500 ali a vez embannet gantañ bep bloaz.
Falskeleier zo bet embannet gant gouarnamant Frañs da heul gwallreuz Kevre Kampioned an UEFA e Pariz e 2022.
Kondaonet eo bet an arnodva apotikel Servier e miz Kerzu 2023 peogwir en doa livet gevier a-ziout al louzoù Mediator[10]. Dispaket oa bet an afer e 2009 gant Irène Frachon, ur vezegez e Brest[11].
Implijet e vez ivez ar falskeleier evit kendrec'hiñ an dud n’eo ket mat diforc’hañ ; setu perak e vez embannet ul lec’hienn kelaouiñ gant ar gouarnamant[12]. E miz Genver 2024 eo bet embannet un danevell gant ar Fondation des femmes (Pariz) hag an Institute of Strategic Dialogue (Londrez) evit diskouez penaos e vez implijet ar rouedadoù sokial evit en ober[13].
En estrenvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Eil Brezel-Bed e oa Joseph Goebbels ur maout evit ijinañ ha skignañ propaganda.
E 2018 e oa bet dispaket gevier ur c'helaouenner alaman, Claas Rolotius[14].
Stadoù Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2003 e oa bet embannet falskeleier gant gouarnamant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet evit reiñ abegiñ da aloubiñ Iraq[15].
Dilennadeg Donald Trump a-enep Hillary Clinton e 2016 he deus lakaet war wel galloud ar falskeloù. Goude koll dilennadeg 2020, D. Trump en doa disklêriet dibaouez war ar rouedadoù sokial e oa bet laeret an disoc'h digantañ. Dre an abeg-se ez eo bet aloubet ar C'hapitol gant e harperien e miz Genver 2021[16].
Taiwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar prantad kabaliñ evit dilenn ur prezidant nevez e Taiwan e 2024 ez eus bet embannet kantadoù a falskeloù evit levezoniñ an dilennerien. Gouarnamant Sina a oa kaoz peogwir ne fell ket dezhañ e chomfe dizalc'h an enezenn[17].
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Lec'hienn Legifrance
- ↑ Koulzad Keep it real en Iwerzhon, Article 19, Meurzh 2021.
- ↑ (fr) Désinformation et liberté d’opinion et d’expression, ABU, 13 a viz Ebrel 2021.
- ↑ (en) Journalism, “Fake News” & Disinformation, embannet e 2018 gant UNESCO
- ↑ (fr) Code de bonnes pratiques contre la désinformation de 2018, Here 2018:
- ↑ (fr) Fake news, infox, de quoi parle-t-on ?
- ↑ (en) How To Spot Fake News – IFLA in the post-truth society IFLA, C’hwevrer 2017.]
- ↑ (en) IFLA
- ↑ Lec'hienn ar Jury de déontologie publicitaire.
- ↑ (fr) Affaire Médiator : condamnation des laboratoires Servier, kemenadenn kelaouiñ gant an Asurañs Kleñved, 20 a viz Kerzu 2023.
- ↑ (fr) Mediator, un crime chimiquement pur, Eric Giacometti, Irène Frachon ha François Duprat, Delcourt, 2023.
- ↑ Lec'hienn ar gouarnamant diwar-benn ar sioc'hanidigezh.
- ↑ (fr) Mobilisation anti-avortement en France : quand les réseaux sociaux menacent le droit à l’IVG, Fondation des femmes, 17 a viz Genver 2024.
- ↑ (fr) La vérité sur l’affaire Claas Relotius au «Spiegel», Le Temps, 20 a viz Kerzu 2018.
- ↑ (fr) Irak 2003 : un mensonge pour une guerre, France télévision, 4 a viz Meurzh 2022.
- ↑ (fr) L'attaque du Capitole à Washington', keleier skinwel France 2, 7 a viz Genver 2021.
- ↑ La société civile taïwanaise se mobilise contre la « guerre de l’information » menée par la Chine, Le Monde, 26 a viz Kerzu 2023.