4 Here
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1582 : gant diviz ar pab Gregor XIII e kemer an deiziadur gregorian lec'h an deiziadur juluan : goude ar Yaou 4 a viz Here e teu ar Gwener 15 a viz Here.
- 1693 : Emgann Marsaglia e-kerzh Brezel an Nav Bloaz.
- 1824 : bonreizh Republik nevez Mec'hiko.
- 1898 : deroù labourioù Metro Pariz.
- 1942 : penn-kentañ Emgann Stalingrad.
- 1945 : aozet eo ar Surentez sokial e Bro-C'hall.
- 1945 : deroù prosez Pierre Laval.
- 1957 : bannet eo ar Spoutnik kentañ en egor.
- 1958 : degemeret eo bonreizh ar Bempvet Republik c'hall.
- 1966 : dont a ra Basutoland da vezañ dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet, hag adanvet eo Lesotho.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1289 : Loeiz X (Bro-C'hall), Roue Bro-C'hall (1314-1316).
- 1379 : Herri III, roue Kastilha (1390-1406).
- 1515 : Lucas Cranach ar Yaouankañ, livour alaman.
- 1550 : Karl IX, roue Sveden (1604-1611).
- 1626 : Richard Cromwell, politikour saoz.
- 1787 : François Guizot, politikour gall.
- 1816 : Eugène Pottier, barzh ha dispac'her gall, saver Kan Etrebroadel al Labourerien.
- 1822 : Rutherford Birchard Hayes, 19vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika (1877-1881).
- 1877 : Yves Le Trocquer, ijiner ha politikour breizhat.
- 1884 : Félix Gouin, politikour gall.
- 1895 : Buster Keaton, aktour, filmaozer ha produer stadunanat.
- 1916 : Vitali Ginzburg, fizikour rusian, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 2003.
- 1917 : Violeta Parra, kanerez chileat.
- 1923 : Charlton Heston, aktour ha filmaozer stadunanat.
- 1942 : Jóhanna Sigurðardóttir, kentañ ministr Island (2009-2013).
- 1946 : Susan Sarandon.
- 1949 : Luis Sepúlveda, skrivagner spagnolek eus Chile.
- 1971 : Pablo Trapero, filmaozer, produer ha skridaozer arc'hantinat.
- 1976 : Alicia Silverstone.
- 1982 : Yannick Plantec, kaner ha soner gitar breizhat, unan eus daou grouer ar strollad Plantec.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1160 : Constanza Kastilha, rouanez Bro-C'hall.
- 1305 : Impalaer Kameyama eus Japan.
- 1669 : Rembrandt, engravour, livour ha tresour izelvroat.
- 1800 : Jean Hermann, mezeg ha naturour gall.
- 1904 : Frédéric Auguste Bartholdi, kizeller elzasian bet savet Delwenn ar Frankiz gantañ.
- 1947 : Max Planck, fizikour alaman.
- 1970 : Janis Joplin, kanerez amerikan.
- 1982 : Glenn Gould, pianoour kanadian.
- 2013 : Võ Nguyên Giáp, jeneral vietnamat, stourmer evit dieubidigezh e vro.
- 2017 : Liam Cosgrave, kentañ ministr Republik Iwerzhon.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant an deiz : Sant Frañsez
- Iliz katolik roman
- Santez Domnina, merzherez e Siria (4e kantved)
- Sant Frañsez a Asiz, diazezer Urzh ar Vreudeur minor (1181-1226)